-A +A

An arz er chapelioù

© Elodie Boutry

Bep hañv, an arz er chapelioù a bed arzourien da zivizout gant savouriezh ar chapelioù, hed-ha-hed stankenn ar Blavezh hag e Bro Pondi e Kreiz Breizh. Annezet e vez ar chapelioù gant an arzourien a gas deoc’h ur bedadenn zoubl evit anavezout ar c’hrouiñ a vremañ ha teuler ur sell nevez war hor glad war un dro.

Empennañ a ra pep arzour e oberenn a-ratozh eviti da vezañ diskouezet er chapel deroet dezhañ. Roet e vez ur budjed produiñ da bep hini a-benn seveniñ war al lec’h un oberenn nevez-flamm.

Hag an oberennoù o kemer harp war perzhioù sevel al lec’hioù pe o c'hoari gant an egorennoù ha gant ar gouloù  a ya d’o zreuziñ e vezont empennet atav gant ar soñj lakaat keñver-ha-keñver savboent an arzour hag al lec’h a ro bod d’e labour.

Gant se e vez skoulmet liammoù start etre ar c’hrouiñ arzel a vremañ hag ur glad dibar.  An arz er chapelioù a bed, bep hañv abaoe 25 bloaz, arzourien a vremañ da zivizout gant glad relijiel stankenn ar Blavezh ha Bro Pondi. Teir zroiad balizennet a gas ac’hanoc’h war un hentad hag a ra al liamm etre ar maezioù hag ar chapelioù, al livouriezh a vremañ hag al livadurioù liesliv, ar savouriezh relijiel hag ar c’hizellerezh a vremañ. Ur bedadenn zoubl evit anavezout ar c’hrouiñ a vremañ ha teuler ur sell nevez war hor glad.

Muioc’h a ditouroù war an arz er chapelioù  : www.artchapelles.com