-A +A

Mirva lann bern e groñvel

En em ledañ a ra mirva Lann Bern - da lâret eo : bern lann – war ur gorread a 120 hektar en o zouez 30 hektar a lanneier gleborek en un tennad.

 

Petra a weloc’h er mirva ?

85 spesad laboused zo bet niveret war al lec’h, en o zouez an devediged bruched ruz hag ar skouled glas. Eus ar gwenodennoù e vez tu gwelet 15 spesad divelfenneged ha stlejviled evel gweronelled an Alpoù, ken kaer anezhe. Niveret eo bet ouzhpenn 300 spesad amprevaned ha 112 spesad man. A-hend-dall, gant an tost m’eo ar c’hanol Naoned-Brest e vez aes d’an dourgon kavout bod er mirva goude bezañ aet gant ar gwazhioù hag ar fozelloù diouzh ar goañv.

 

Ur wenodenn terket

Evit tennañ da vat ho mat eus mirva Lann Bern, kit gant ar wenodenn vale war droad, 11 kilometrad hed anezhi. Dre an droiad-se, dre dedreuziñ ar gwenodennoù, ar c’hleuzioù, ar pontonioù koad e c’helloc’h anavezout an holl aergelc’hioù naturel a zo dibar da  Greiz Breizh. Mat da c’houzout : terket eo bet ur wenodenn 1,7 km mont-dont, plaen hag aes-tre, evit ar familhoù gant bountelloù, an dud dalc’het en o c’herzhed, an dud e kadorioù-ruilh...

 

Mont tre dre  Koatreneg-Groñvel.

 

Darempred :
Kevredigezh Talvoudekaat lec’hiennoù naturel Groñvel
Pgz : 02 96 29 32 59
Postel : a.m.v@free.fr
Lec'hienn Internet : www.reservenaturelledeglomel.com