-A +A

Mirva natur Ar Veneg

©PhilippeBriffaud

War gumun Brenniliz emañ mirva natur ar Veneg ennañ un daouarc’heg volzennek, un takad geunioù trenk, lanneier ha pradeier gleborek.

 

Ur glad dibar

Er Veneg emañ taouarc’heg volzennek diwezhañ Breizh a zo buhez enni c’hoazh. En ur ober 5 000 bloaz e oa savet eno pemp metrad taouarc’h hag a ro bod da spesadoù skoueriek an taouarc’hegi, en o zouez ar glizheolez-delioù-ront , man-pennek-ar-geunioù, al lin gouhinet ha he c'henseurtezed al lin-geun, al lin-raned-munut, jañsif-ar-geunioù, man-taouarc'h La Pylaie ha man-taouarc'h Austin, dibar anezhe.

Annezet eo he foulloù-dour gant an nadozed-aer, an naered-bro, ar muenned dour, ar minoc’hed-dour. Ingal e vez ar falc’huned-gwez hag ar skouled-korz o c’hournijal a-us d’ar mirva war glask o boued. Met al lapoused a weler an aliesañ eo, hep mar ebet, ar sidaned-prad hag ar strakiged-lann.

Ur gevredigezh war he labour

Evit kempenn al logelloù tro-dro e vez falc’het gant Breizh vev al lanneier hag ar pradeier paour, distrouezhet an douareier fraost ha troet ar c’hoadeier rousin da lanneier. Ent uveloc’h e vez distanket ar c’hlasvez e lec’h-mañ-lec’h gant ar gevredigezh kuit d’ar plant ralañ kevezañ ouzh ar spesadoù trec’h. Liorzherezh eo met ivez an doare nemetañ da virout spesadoù deuet da vezañ raloc’h-ralañ.

Nepell diouzh Ar Veneg ez eus ur stêr hag a ro bod d’un dek familh avanked bennak en o bleuñv e-mesk an dourgon, al loaioù-raned hag ar meskl dour dous. Evezhiet e vez ar pobladoù avanked gant Breizh vev hag aozadurioù all. Emellout a ra Breizh vev, gant an  araezioù a zo dezhi, pa vez tud c'hrignous o klemm eus an dic’hlannoù  deuet diwar ar stankelloù savet gant al loened-se.

 

Da zizoleiñ !

E-pad an hañv e veoc’h degemeret e ti ar mirva natur, e kreiz ar gêriadenn ha gellout a reoc’h gweladenniñ an diskouezadeg diwar-benn an avanked hag an daouarc’heg.

An degemererez a roio deoc’h an holl ditouroù diwar-benn an abadennoù natur kinniget gant Breizh vev er Menez Are. Na lezit ket ho re heuzoù war ho lerc’h !

Ma n’ho pez ket tro da gemer perzh en hon abadennoù, grit anaoudegezh gant al lec’h dre al levrig displegañ da bellgargañ.

Darempred :
Ti Butun – Ti mirvaoù Menez Are
Pgz : 02.98.79.71.98
Postel : monts-arree@bretagne-vivante.org
Facebook : www.facebook.com/monts.darree