-A +A

Mirdi ar Faoued

©AlexandreLamoureux

E kreiz an 19vet kantved e oa stank an arzourien hoalet gant kaerder Breizh an diabarzh. Chapelioù Santez-Barba ha Sant-Fiakr, koulz ha koc’hu ar Faoued a zo neuze, evel nep elfenn arkitektouriezh eus an dibab, eienennoù bras a awen.  Ar maezioù, ar pennadoù buhez, ar marc’hadoù pergen, a vez sorc’hennet gante spered al livourien na baouezont ket d’o skeudenniñ war lienoù livañ, pep hini gant e stil hag e santidigezh.

E miz Gouere 1914 e oa bet lidet gant ar gumun kalonenn gentañ he dastumad livadurioù a veze diskouezet en ti-kêr d’ar poent-se. Savet e oa bet an dalc’had kentañ-mañ diwar intrudu Victor Robic (1875-1941), kannad, maer ha kuzulier-departamant. A-hed an amzer e voe kresket an dastumad-mañ. E 1985 he doa bet tro ar gumun da berc’hennañ, e kreiz-kêr, kouent gozh an Ursuladezed a oa o paouez bezañ lakaet e gwerzh. Staliet e voe ar mirdi eno neuze.  Hiziv an deiz e c’heller fougeal diwar ar fed m’eo perc’henn ar mirdi war ouzhpenn 350 oberenn a vez kinniget da geñver diskouezadegoù berrbad. Adkavet e vez ennañ holl binvidigezhioù ar glad hag an hengounioù a ya d’ober hon hêrezh.

Er mirdi e vez kinniget ivez, a bep eil, un hollad livadurioù ha tresadennoù gant Jean-Georges Cornélius (1880-1963), en ur sal gouestlet dezhañ. Hemañ a oa un arzour rakwelour, diskibl da Gustave Moreau ha levezonet don gant al luskad arouezouriezh.

Met istor vrav mirdi ar Faoued ne chom ket a sav. Kenderc’hel a ra, e miz Genver 2012, gant kaout an anvadur « mirdi Frañs » deroet gant ministrerezh ar sevenadur hag ar c’hehentiñ, ar pezh a zegas muioc’h a vrud dezhañ neuze.

Bep bloaz, ouzhpenn dedennañ tud d’an diskouezadeg vras e vez kinniget ur programmadur klok a weladennoù heñchet, gweladennoù flash, prezegennoù hag abadennoù evit ar re yaouank. Perzh eo ar mirdi ivez e Nozvezh europat ar mirdioù hag e Devezhioù europat ar glad.

Darempred :

Mirdi ar Faoued
1 straed Kemper      
56320 Ar Faoued
Pgz : 02 97 23 15 27
Postel : info@museedufaouet.fr
Lec'hienn Internet : www.museedufaouet.fr