-A +A

Kanol Naoned-Brest

Eus Naoned da Vrest e vez treuzet Breizh en he c’hreiz gant ar c’hanol. Eus un eil skluz d’egile e troidell an hent-dour-mañ dre maezioù dargemmek. Kas a ra war-du ur bern malzennoù gladel : abatioù, kestell, chapelioù... 

Ar c’hanol, ul liamm etre an dud

Deuet eo ar c’hanol da vezañ ul lec’h touristel hollbouezus hag ur gwir arouez eus istor Breizh.

A-drugarez da Napoleon 1añ, mennet-start anezhañ da lakaat kanolañ an hent-dour eus Naoned da Vrest, e oa bet troet hemañ d’ur c’hanol gwirion, war 364 km hirder, gant 237 skluz hed-ha-hed anezhañ. Ranket o doa ijinourien an Hentoù ha Pontoù talañ ouzh div zaeadenn vras : kleuziañ gant an daouarn ur c’hanol artifisiel ha reiñ tu d’an dour ha d’ar bigi da vont dreist d’ar menezioù.

Ul lec’h touristel hollbouezus

 

War an dour pe war an douar, a-hed ar c’hanol ho pez tro da embreger  obererezhioù e-leizh. War droad, war varc’h-houarn ha perak pas war varc’h, al lec'h dreist eo ar c’hanol evit ho troioù-bale.   Ar c’hêrioù hag ar c’hêriadennoù treuzet gant ar c’hanol pe tost dezhañ, a zo enne ur glad pinvidik ha liesseurt.  Kemerit amzer da sellet ouzh ar chapelioù, an abatioù, ar c’halvarioù….a zeuio war wel war ho hent.

C’hoant d’ober un ehan ? Chomit a-sav war leurenn un ostaleri bennak pe grit un ehan e-barzh unan eus an tiez-skluz...

 

Ul lec’h priziet gant ar besketaerien eo ar c’hanol ivez, ennañ ul liesseurted vras a spesadoù pesked.

 

Douetañs ebet, na c’hwi ur sportour ampart pe den ar baleadennoù familh, e veoc’h plijet gant an amzer paseet war ribl ar c’hanol Naoned-Brest !