-A +A

Tan-ha-kurun Berrepoz

Pennad-buhez

Son et lumière de Bon-Repos

Tan-ha-kurun Berrepoz am boa klevet kalz kaoz anezhañ met n’em boa ket amprouet anezhañ c’hoazh !  Graet eo bremañ.

Gortozet em eus abadenn gentañ 30 vloaz an darvoud evit dizoleiñ an arvest meurdezus-mañ e kalon Breizh.

 

Lakaet eo bet emgav da 10 eur hanter noz e Abati Verrepoz.  Mont a ran da azezañ war an derezioù e-tal an abati ha partiet eo evit div eurvezh arvest.

Div dudenn a ya war wel : Ifig ha Fañch.  E-doug un droiad pesketa eo dichañset dezhe skarzhañ al lenn  ha neuze lakaat da zihunañ Thua Bras, ene Berrepoz. Evit  digoll o sotoni e rankont kavout ur « mell » kevrinus. Itron C’Hwibuenn-luc’h, gwardez al lenn kousket, a zeu d’o sikour. O fediñ a ra da ren ur c’hlask a-dreuz an oadvezhioù a-benn kavout an elfenn kollet-se.

Kinniget e vez deomp neuze beajiñ en amzer e-pad div eur dre 10 senenn : aloubadeg ar Romaned ; ar marc’had ; Konveur, « barv-glas » Breizh ; ar Bonedoù Ruz ; Alan IV Roc’han hag an trede kroaziadeg, an abad Sant-Genies, ar Chouaned hag ar senenn ziwezhañ.

N’ em eus ket gwelet an amzer o tremen. Roet e vez buhez d’an arvest gant 350 ledaktor gwisket gant gwiskamantoù kaer-meurbet. Kezeg, gwazi, saout, yer… N’eo ket distank al loened kennebeut.

Souezhus-eston eo al leurennaozañ. Bannet e vez skeudennoù bras-tre war an abati evit reiñ buhez dezhi ha he sklêrijennañ. Ouzhpennit efedoù piroteknik, ur sonerezh strobinellus, tournamantoù war varc’h…Peadra da vezañ kaset d’ur veaj a-dreuz an amzer.

Kaer-meurbet eo da welet, brav-kenañ da glevet ha ouzhpenn-se e vez desket traoù ! Dre an arvest-mañ em eus anavezet pennadoù eus istor Breizh hag eus istor Kreiz Breizh.

Ken hud ma oa bet an arvest ken m’on deuet a-benn da zisoñjal ar glav o kouezhañ dizehan. Met n’eo ket evit se eo bet moc’het an tan-ha-kurun, pell ac’hann.

 

Da amprouiñ hep termal ! 

Darempred
 www.bonrepos.bzh - Pgz. : 02.96.24.85.28