-A +A

Ar Gemene

©HervéRonné

Kêr vihan neuziet-kaer

 

Labelaet « Kêr Vihan Neuziet-kaer» eo kumun ar Gemene. Da gentañ penn e oa ur voudenn feodel savet e-tro 1050 pa zeuas an Aotrou Gwegant da staliañ eno e gomandiri, Kemened en henvrezhoneg. Dont a raio ar « C’Hemened »-se da vezañ ar Gemene er 15vet kantved ha neuze Gemene-ar-Skorf e 1801. En 12vet kantved, e-lec’h ar voudenn feodel dister e vo savet ur c’hreñvlec’h e mein gant Alan 1añ Roc’han. War gêrelaat tamm-ha-tamm ez eas ar Gemene en-dro d’he c’hastell ha savet e voe da briñselezh e 1570 zoken. Gant an uhelvrud-se e voe aezet  diorren frank an ekonomiezh hag ar velestradurezh. D’ar mare-se e oa bet savet ar savadurioù kaer a c’hellit bamiñ oute c’hoazh e kreiz-kêr kozh. N’heller ket dispartiañ istor kêr ar Gemene diouzh istor ar familh Roc’han-Gemene, ul linez a saverien veur a oa bet oberiant wae meur a rummad anezhi.

Ret eo ober un dro-vale e straedoù ha straedigoù kreiz-kêr kozh evit dizoleiñ kaerder an tiez kozh, gwir ziskennidi eus ar grennamzer : ti ar Skoedour, Ostaleri ar rederigoù, ti ar Senesal, tiez ar varc’hadourien… A-raok mont da zizoleiñ ar c’harterioù kozh-se, deuit da di an douristed evit goulenn an hent erbedet a-benn ober ur valeadenn vrav e kêr. Eus an istor binvidik-se e chom c’hoazh aspadennoù ar c’hastell a c’heller gweladenniñ hiziv an deiz :  ar Ramparzh Bras, Sal ar Warded, skalier war viñs an Tour Bac’h, Porzhierezh ar re Roc’han hag he font…E-touez an aspadennoù meur-se na c’hwitit ket war « kibelldi ar Rouanez ». Savet e voe ar stoufailh prevez-mañ gant Yann 1añ Roc’han evit e wreg Jann a Navarra. An noblañs uhel hepken a c’helle kaout seurt stoufailhoù, hêrezh eus ar c’hibelldioù roman ha turk.   Chom a ra eus ar stoufailhoù-se, hiziv an deiz e Frañs, nebeutoc’h eget un dek bennak anezhe.

Met glad ar savouriezh n’eo ket atoud nemetañ ar gumun. Evit gwir n’heller ket komz eus ar Gemene anez soñjal diouzhtu en hec’h anduilh brudet. Produerien anduilh ar Gemene n’eus ket tu da droc’hañ ar gaoz dezhe pa vez anv eus an doare artizanel da fardañ ar boued dibar-mañ a zo lorc’h e tud ar Gemene gantañ. Erbedet eo an anduilh brudet gant mistri-keginer brasañ ar c’hastronomiezh c’hall. Lidet e vezont bep bloaz, e dibenn miz Eost, gant ur gouel bras.

 

Darempred :
Ti Touristed Bro ar Roue Morvan
Pgz : 02 97 28 01 20
Lec'hienn Internet : www.tourismepaysroimorvan.com