-A +A

Ar Gartenn o Veajiñ - Mirdi ar c’hartennoù-post

Ur mirdi dibar, labelaet « Mirdi Frañs ».

Treuzet e vez an amzer gant ar c’hartennoù-post, hag int testoù eus an Istor bras ha bihan. Traezennoù eus an amzer dremenet, eus an amzer vremañ hag eus an amzer da zont hag a  vez distaolet gante marevezhioù ha kevredigezhioù.

Pedet oc’h gant ar gartennig o veajiñ da deuler ur sell all war Breizh dre ur virdiouriezh a vremañ hag etreoberiat. E-kerzh ho kweladenn, arabat c’hwitañ war : skeudennoù teirmentek ar bloavezhioù 1900, ar studio luc’hskeudenniñ, an Ankou etreoberiat, ar c’henskriverezhioù diskuliet, ar soubidigezh e bed ar brizhkredennoù…

Ur valeadenn e Breizh doare « tu mat-tu gin »

Meur a viliad kartennoù-post, eus 1872 betek hiziv, zo bet dastumet er mirdi, ar pezh a ya d’ober e binvidigezh. Deuit gant ho familh d’ober anaoudegezh gant Breizh er bloavezhioù 1900 dre sell al luc’hskeudennerien ha dre al lizhiri eskemmet a-viliadoù. Buhez ar Vretoned, koulz ha buhez ar gartennig kenskrivañ-se n’o do tamm sekred ebet ken evidoc’h.

Ur mirdi da weladenniñ hag adweladenniñ !  

Adnevezet e vez bep bloaz, e-doug miz Genver, an holl zastumadoù diskouezet a-hed an hentad pad (kartennoù-post, brastresoù, traezennoù e-barzh armelioù-gwer)

E 2017, deuit da zizoleiñ an hentad « Ouzh taol, Bretoned ! »

Darempred : 
Ar Gartenn o Veajiñ
Le Quatro - 3 bali Jean Moulin - 56150 BAOD
Pgz : 02 97 51 15 14
Postel : lecartonvoyageur@mairie-baud.fr
Lec'hienn Internet : www.lecartonvoyageur.fr
Koulzad digeriñ : eus ar 1añ a viz C’hwevrer betek an 31 a viz Kerzu, a Veurzh da Sul, etre 2 eur ha 6 goude merenn evit an hiniennoù.
Prantad serriñ : miz Genver.
Prizioù :  
Priz leun : oadourien : 5€ (ouzhpenn 18 vloaz)
Priz digresket : 4€ (liseidi, studierien, klaskerien labour)
Bugale : 2.50€ (ouzhpenn 8 vloaz)
Digoust : Bugale dindan 8 vloaz
Prizioù all : Prizioù evit ar strolladoù