-A +A

Stankenn ar Blavezh

© Emmanuel Berthier CRT

Stankenn ar Blavezh, tachad naturel gwarezet e kalon Breizh, zo evel ur gwir skrin glasvez hag a ginnig e ouezoni d’ar re a zo plijet gant an natur fraost.

Dre vont gant ar stankenn a-hed an dour e tizolooc’h bravigoù bihan ar glad evel chapel Sant-Geltaz Bizhui, savet e toull ur roc’h pe c’hoazh an tiez-skluz, testenioù eus obererezhioù stêr ar Blavezh gwechall.

Ur Stankenn, baradoz an troioù-bale hag an dudioù sport

Stankenn ar Blavezh, douar an troioù-bale ma ‘z eus unan, a ginnig troioù-bale e-leizh da vont gante war droad, war varc’h-houarn pe war varc’h zoken.

Bep hañv, da geñver ar Festival « An arz er chapelioù », e vez degemeret labour arzourien a vremañ e kalz a ilizoù ha chapelioù eus Stankenn ar Blavezh. Setu an digarez da zizoleiñ lec’hioù dibar talvoudekaet gant oberennoù berrbad hag orin.

Muioc’h a ditouroù war an arz er chapelioù : www.artchapelles.com