-A +A

Arz a vremañ - Abati Koad Malaouan

©ClémentLeJan

Diazezet e oa bet abati Itron Varia Koad Malaouan e 1142, en ul lec’h gwall goadek, gant sistersianed deuet eus abati-vamm Bear.  Hiziv ne chom nemet talbenn he 21 prenestr, adc’hraet en XVIIIvet kantved. Enskrivet eo bet dismantroù an abati evel monumant istorel.

Deuet eo da vezañ ul lec’h a c’hlad hag a grouiñ a vremañ : kavout a reoc’h eno, pergen, un diskouezadeg verrbad gouestlet d’an arz a vremañ hag unan all pad diwar-benn istor an abati hag ar bed sistersian.

Gweladenn frank al lec’h a-hed ar bloaz / gweladenn heñchet war emgav.

 
Darempred :

Mignoned Abati  Koad Malaouan – 2 An Abati - 22480 KERBÊR
Marie Claire DOLGHIN – 02 96 21 49 13 – marie-claire.dolghin@wanadoo.fr
Lec'hienn Internet : www.abbayedecoatmalouen.fr