-A +A

Arz a vremañ - Abati Verrepoz

Degemeret e vez e abati Verrepoz miliadoù a weladennerien a vez diskouezet dezhe  ar savadurioù renevezet. Dreist eo an endro kaer-meurbet-mañ evit degemer diskouezadegoù hag aozañ darvoudoù a bep seurt.  E abati Verrepoz  e vez kinniget ur programmadur-bloaz hardizh ha liesseurt : arz a vremañ, diskouezadegoù war ar glad, sonadegoù sonerezh klasel hag a vremañ…

An diviz etre ar glad hag ar c’hrouiñ a vremañ a ya d’ober, abaoe ouzhpenn pemzek vloaz, sichenn bennañ raktres sevenadurel abati Verrepoz.
Bep bloaz e vez pedet un arzour gant ar gevredigezh d’ober ur chomadenn grouiñ a vez tud ar vro o kemer perzh enni.

Kejadennoù brientek gant an arzourien (abadennoù diskouez, stalioù-labour…) a vez aozet ivez e-kerzh ar bloaz.

 
Darempred :
Abati Verrepoz
Berrepoz, 22570 Sant-Jelven
Pgz : 02 96 24 82 20 ‎
Lec'hienn Internet : www.bon-repos.com