-A +A

Pardon Itron-Varia ar Porzhoù

Pennad-buhez

Setu me e Kastell-Nevez ar Faou, bourc’h dudius kreiz Penn ar Bed, dirak ar santual ma sav e gorzenn a-us d’an toennoù. Savet eo uhel bannieloù-iliz ar parrezioù tro-war-dro ha re eskoptioù Breizh, emañ ar bannieloù glas ha gwenn o stlakal en avel hag an tonioù sonerezh sakr o strinkañ eus an uhelgomzerioù.

Emañ an didrouz o ren er chapel. En-dro d’ar Werc’hez-Mamm, stipet evit an degouezh gant he c’haerañ kurunennoù ha gwisket gant he mantell brodet aour, e teu pirc’hirinded ha gweladennerien lerc’h-ha-lerc’h da enaouiñ ur c’houlaouenn-goar pe ul lutig. Klevet a ran e oa bet un oferenn d’an derc’hent evit ar re gozh hag ar re glañv.

Da eizh eur noz en em gavan war ar reper a-benn mont d’an oferenn. Da heul e vo ar brosesion gant gouloù. Kemennet e vez al lidoù gant brimbalerezh ar c’hleier ha sonerezh ar manejoù. Met adal ma teu war-wel ar Werc’hez kurunet douget gant ar wazed 50 vloaz e vez gounezet tamm ha tamm engroez ar birc’hirinded d’ar virvidigezh. Hag ur wech serret an noz emaomp o vale e straedoù kêr en un aergelc’h parfet, lusket gant kanoù e galleg hag e brezhoneg.

Maouezed 50 vloaz a zoug an delwenn d’an antronoz. Gwelet a ran o gwiskamant hengounel cheuc’h koulz ha kroazioù ha bannieloù kaer-meurbet ar santualoù hag an dileuriadurioù niverus. Neuze on pedet da zougen ur banniel gant vakañserien all. Souezhet, nec’het un tamm met enoret dreist-holl ez eomp gant an dud… Ha ken aes ha tra en em gavomp e fin al lid da rannañ ar «c’hafe/kouign ».

Un eñvorenn zibar…diankouaus.