-A +A

Abati Verrepoz

©EricLegret

E-barzh un draoñienn c’hlasvezus, e-kichen ar c’hanol Naoned-Brest ha lenn Gwerledan emañ abati Verrepoz, unan eus an dorioù da vont tre al lec’h touristel « Kalon Breizh ».

Setu ul lec’h-ehan, en un endro kaer-meurbet, a vo arabat deoc’h c’hwitañ warnañ pa zeuoc’h e Kreiz Breizh !

Ar 40 hektar en em led domani Berrepoz warne a verk pouezusted un abati sistersian a voe staget end-eeun ouzh linez ar re Roc’han.

Diazezet e oa bet  er Grennamzer ha berzh mat he doa graet e-pad kantvedoù a-raok gouzañv prantadoù enkadenn. Adsavet e oa bet e-kerzh an XVIIIvet kantved ha deuet blaz ar c'hozh warni goude an Dispac’h Bras. A-benn ar fin e oa bet enskrivet evel monumant istorel adal 1940.

Perc'henn eo Kuzul-departamant Aodoù-an-Arvor war abati Verrepoz hiziv.  Degemeret e vez enni miliadoù a weladennerien a vez diskouezet dezhe  ar savadurioù renevezet.  Dreist eo an endro kaer-meurbet-mañ evit degemer diskouezadegoù hag aozañ darvoudoù a bep seurt.  E abati Verrepoz  e vez kinniget ur programmadur-bloaz hardizh ha liesseurt : arz a vremañ, diskouezadegoù war ar glad, sonadegoù sonerezh klasel hag a vremañ…

E-mesk an emgavioù ez eo arabat c’hwitañ warne emañ an tan-ha-kurun a vez aozet bep hañv ! Un abadenn veurdezus hag a daol sklêrijenn war istor Kreiz Breizh.

Abati Verrepoz a zo war un dro ul lec’h a leunded hag a  virvilh krouiñ. Priziañ a reoc’h, a dra sur, an amzer paseet el lec’h dibar-mañ eus Kalon Breizh !

 

Darempred :
Abati Verrepoz
Berrepoz, 22570 Sant-Jelven
Pgz : 02 96 24 82 20 ‎
Lec'hienn Internet : www.bon-repos.com