-A +A

Bro ar re Roc’han

Pell a-raok dont da vezañ ur gumun e voe diazezet er gêriadenn Roc’han, en 12vet kantved, ul linez aotrouien a berc’hennas anv al lec’h ma rejont o annez.   Daou gantved war-lerc’h e teuas Pondi da vezañ sez o beskontelezh hag o dugelezh da-c’houde.  Ouzhpenn bezañ bet strategourien war ar politik hag ar brezel e voe ar re Roc’han saverien vras hag o chapelioù, manerioù, kestell ha palezioù a verk glad Breizh a-bezh met ivez glad Bourdel, Pariz, Strasbourg ha pelloc’h ! Pa oa e c'halloud en e greñvañ e oa perc’henn tiegezh Roc’han war ur bempvedenn eus Breizh !

Nav maklenn aour, eus ar maen d’an ardamez

 

Ardamez aotrouien Roc’han a zo ruz strewet a dalbennanoù alaouret a vez graet maklennoù anezhe. Mont war glask ar maklennoù-se a zo ur veaj war roudoù ar marvailhoù bet legadet d’hon tiriad gant an tiegezh Roc'han. Abati, kastell, manerioù ha chapelioù, pep savadur diazezet gante a gaver an arouez-se warnañ.

Ar maklennoù a zo strinkennoù tennet diouzh bloc’hadoù skilt, e-kichen Govelioù ar Saloù hag abati Verrepoz.

Astennit ho tivskouarn hag e klevoc’h klezeier marc’heien Roc’han o stirlinkat e-kichen abati Verrepoz.. Kreñvlec’h ar beskont Jean II Roc’han, ar straedoù-kerzhet dudius pa dremener dre benniliz Intron-Varia al Levenez, lezit an dud kontañ deoc’h istor an tiegezh Roc’han.

Kastell ar re Roc’han e Pondi

 

E dibenn ar grennamzer e lakaas Jean II Roc’han sevel ur c’hreñvlec’h a-us da gêr.  Galvet e oa ar c’hastell-se da vezañ un demeurañs a lorc’h, par da vrud ar re Roc’han.

 

Darempred :
Ti Touristed Pondi Kumuniezh
Pgz : 02 97 25 04 10
Postel : tourisme@pontivycommunaute.com
Lec'hienn Internet : www.tourisme-pontivycommunaute.com