-A +A

Pondi – Kêr Napoleon

Ur c’hoant Breizh impalaerel

Napoleon 1añ, plijet gant identelezh dispac’hel Pondi, a anavezas ivez he ziriad evel ur savlec’h strategel pennañ.  An div stêr, ar Blavezh hag an Oud, a zigore hentoù tremenerezh d'an dud ha d'ar marc’hadourezh war-du Naoned, Brest hag An Oriant.  Evel-henn e voe diazezoù hon istor impalaerel.

Raktres un den hag istor ur c’hantved.

Dreistmentek eo raktresoù Napoleon evit tiriad Pondi e penn-kentañ an 19vet kantved. Roet ez eus bet urzh da ganolañ an hentoù-dour ha da sevel e Pondi ar frammoù arme, justis ha melestradur dellezek d’ur pol kêrel bras. Kroget e vez gant al labourioù met an Impalaeriezh a ya d’an traoñ !  Lakaet e vo ar pik echu gant Napoleon III e dibenn ar c’hantved pa zegouezho an tren ha pa vo savet an iliz Sant-Jozeb.

E kreiz ar straedoù karrezek e weloc’h plasenn an armoù, ti al lezioù-barn, ar savadur ennañ an ti-kêr hag an isprefeti, an iliz Sant-Jozeb, evel kement a arouezioù eus galloud Napoleon !

Dedreuzit kêr Pondi ha dizoloit he neuz soudard, he savadurioù meurdezus hag an doare savaduriñ meur eus marevezh Napoleon.

Lec’hioù Napoleon

Ur meizad eo, ur merk, un identelezh gweled en em gav dindani holl gêrioù Europa a rann etreze pajennoù kaerañ hanez Napoleon. Ul lodenn anezhe eo Pondi, evel Ajaccio, lec’h ma oa ganet an Impalaer, pe c’hoazh Waterloo, lec’h m’en doa renet e emgann arouezelañ.

 

Darempred :
Ti Touristed Pondi Kumuniezh
Pgz : 02 97 25 04 10
Postel : tourisme@pontivycommunaute.com
Lec'hienn Internet : www.tourisme-pontivycommunaute.com