C’hoant bevañ ur pennad-buhez 100 % breizhat ? Dibabit ar fest-noz !
Implijet e vez ar ger brezhonek Fest-noz evit ober anv eus ur fest diouzh an noz. Evit ur fest diouzh an deiz e rankoc’h ober gant ar ger Fest-deiz.
Ar bennaenn ?
En em vodañ a ra er festoù-se tud plijet hag entanet gant dañsoù hengounel Breizh. Dañsal a reont war lusk tonioù sonet ha kanet. Eno en em gav an holl rummadoù oad ha reiñ a reont buhez da sonlivioù hag a dreuz an amzer.
.
Aergelc’h ur fest-noz, petra eo ?
Plijout a ra deoc’h dañsal ha selaou sonerezh en ur aergelc’h laouenek ? Graet eo ar festoù-noz evidoc’h !
Trivliet oc’h o welet an dañserien a zo war al leur dija ? Arabat kaout aon ! Kemerit un nebeud munutennoù evit sellet oute ha dielfennañ jestroù o divrec’h hag o zreid. N’eus tamm tro-hud ebet ! Prest oc’h ? Bec’h dezhi ! Krogit gant un dañs-tro pe ur chadenn. Goude pleustret un tamm e c’helloc’h kendelc’her gant dañsoù diaesoc’h evel Kost ar c’hoad.
Kemer perzh en ur fest-noz zo un doare a-feson d' ober anaoudegezh gant tud ar vro. Laouen e vo an dañserien ampartoc’h o kelenn dañsoù Breizh deoc’h. Ha ya, kement-se eo aergelc’h ar fest-noz ivez : rannet e vez, eskemmet e vez, treuskaset e vez.
Gouzout a rit ?
Kavell ar fest-noz eo al lec’h touristel Kalon Breizh. Adijinet eo bet ar fest-noz e Poullaouen e 1954 ha strewet buan da heul war Breizh a-bezh, eus ar maezioù d’ar c’hêrioù, betek dont da vezañ unan eus arouezioù brudetañ identelezh Breizh.
Diwar ar brud-mañ eo bet anavezet ar fest-noz a live etrebroadel hag enskrivet war roll-skouer glad sevenadurel dizanvezel an denelezh savet gant Aozadur ar broadoù unanet evit an deskadurezh, ar skiantoù hag ar sevenadur. Ar roll-skouer-se a laka en a-raok spered-krouiñ hag ijin an hengounioù pobl.