Kalon Breizh war varc’h-tan

©YannickDerennes

Un istor karantez an hini eo etre Kreiz Breizh hag ar varc’htanerien !
Ouzh stur ho marc’h-tan, kit da zizoleiñ kalon Breizh, kit gant an hentigoù kildroennek a-feson etre ar Menez Du ha Menez Are, marc'hegit a-dreuz ar plaenennoù hag al lanneier, dedreuzit ar maezioù kaerañ, gwech loarek ha gouez, gwech kuzh ha glasvezus.

Kemerit amzer da zizoleiñ an tachadoù bras ha gouez enne lennoù meurdezus, lanneier ha kaniennoù mesk-ha-mesk. Eus Stankenn ar Blavezh da Venez-Mikael-an-Are, eus lenn Gwerledan da Gleger an Uhelgoad, eus kanienn ar C’Horonk da Abati Verrepoz e seblant hentoù kalon Breizh bezañ bet treset evit ruilhal war varc’h-tan warne. Diskoachañ a reont deoc’h ur c’haer a gorn-bro, gouez ha gwarezet, strewet a eiennennoù hag a glegerioù greunit. Bez’ e vo santadurioù kreñv ha gwelioù kaer diankouaus, hep mar na marteze  !

Beajiñ e kalon Breizh zo dizoleiñ Breizh dianav, degemerus ha gwirion. Bamet e veoc’h, a dra sur, gant ho kejadenn gant an tiriad-mañ, e sevenadur, e istor hag e annezidi. Eus chapelioù da vanerioù, eus festoù-noz da ziskouezadegoù e veoc’h degemeret c’hwek ha laouen amañ.

Kemerit amzer da straniñ war hentoù kaerañ al lec’h touristel hag a-dreuz straedigoù kêriadennoù kaer ha dibar Kreiz Breizh. Pep hini eus ar c’hêriadennoù-se zo dezhi ur c’haerder dibar. Labelaet pe bokedet e tegemeront ivez un toullad mat a artizaned hag a arzourien a lakeont da badout chemet ar vro.

Gant skoazell marc’htanerien ez eus bet savet levrioù-hent a c’heller kaout evit mann. Evel-se e c’hounezoc’h amzer. Bodoù a-ratozh ha servijoù a zo renablet enne evit aesaat ho chomadenn.