Mirva natur rannvroel lanneier ar c’hragoù hag ar vergamm

Heñvel a-walc’h ouzh stepinier Azia ha savaninier Afrika eo lanneier ar C’Hragoù hag, un tammig muioc’h war-du ar reter, lanneier ar Vergamm. En em ledañ a reont a bep tu eus linenn gribenn Menez Are.

Merañ giz peizanted

Ret eo kempenn al lanneier kuit dezhe da dreiñ e strouezh pe e koadeier. War lanneier taouarc'hek ar C’Hragoù e vez lakaet da beuriñ saout Naoned ha poneed Dartmoor a zo da Vreizh vev, koulz ha chatal labourerien-douar keveler. Lanneier ar Vergamm ha lanneier sec’hañ ar C’Hragoù a vez falc’het gant labourerien-douar hag a zastum ar gouzer da blouzañ o c’hrevier.

 

Ur vevliesseurted dibar

Evel m’eo dleet, pep lann vat a Vreizh a ya d’he ober brug, flach ha lann. Goude falc’het e c’hell ar c’hefeleged-aod hag an alc’hwedered Sant Pêr neizhañ war an douar end-eeun tra ma vez ar skouled louet hag ar skouled glas o evezhiañ al lanneier war glask o freizhoù. Profitañ a ra ar stlejviled eus an heol evit reoliñ gwrez o c’horf. War al lanneier peuret e weler ar sidaned-prad hag ar breaned-korz kichen-ha-kichen e-kreiz ar milad-bihan - bleuñv e stumm stered melen -, lin-geun, plant kizegat evel glizh-an-heol pe louzaouenn-an-amann, man-pennek-ar-geunioù pe man-taouarc'h La Pylaie. Ne van ket al lanneier strouezhet da reiñ bod d’ an devediged bruched ruz, d’ar strakiged-lann ha d’al lineged ruz. War wrimenn al lanneier, spesadoù ken didrouz hag ar grilianed pe ar c’hwiled alaouret o deus kavet bod er c’harzhaoueg. Bevenniñ a ra-hi pradennoù ma vez balafenned oc’h ebatal, en o zouez brizhiged-ar-geunioù, ur spesad rouez ma ‘z eus unan.

Da zizoleiñ !

Ma vez diaes d’an dud an hent da vont da lanneier ar Vergamm ez eus er C’Hragoù ur wenodenn zizoleiñ a c’hellit mont ganti a-hed ar bloaz gant ma vefec’h gwisket gant ur re votoù treuz-bro da vihanañ. Evit tennañ da vat ho mad eus al lec’h hag eus e binvidigezhioù e c’hellit pellgargañ al levrig displegañ war www.aht.li/2033323/livret_cragou.pdf

 

Evit kavout ar C’Hragoù, heuliit ar panelloù adalek bourc’h ar C’Hloastr-Plourin. Kaset oc’h betek penn un hent tiekaat lec’h ma c’hellit parkañ ho karr. Kendalc’hit war droad war daou c’hant metr, neuze troit a-gleiz goude ar skiber ha kit gant an hent war ur c’hilometr bennak.

Aet  maez eus ur wenodenn zon e tegouezhit war un hent bihan. Kit gantañ a-gleiz ha, 150 metr pelloc’h, a-gleiz c’hoazh er c’hroashent. Emañ ho karr ouzh ho kortoz war ar parklec’h un tammig pelloc’h.

 

 
Darempred :
Ti Touristed Menez Are
Pgz : 02.98.79.71.98