Petra gwelloc’h eget un obererezh e kreiz an natur evit kas amzer etre mignoned ?
Hag ar sadorn-se a viz Gwengolo hon doa dibabet ober un droiad e kanoe war ar c’hanol Naoned-Brest !
Emgav e oa lakaet etrezomp e dibenn ar mintinvezh e diazlec’h bageal Krec’harer e Groñvel. Goude un emvodig diwar benn ar c’hemennoù surentez hon doa savet an daouadoù ha ni loc’het kuit evit ur valeadenn e kalon Breizh !
Kroget hon doa da vageal sioul etrezek Naoned, amzer deomp holl en em voazañ ouzh ar mod diblasañ-se, un dizoloadenn evit lod, ur boas evit lod all !
Goude bezañ pagailhet un eurvezhig pad e oa deuet mare ar piknik ! Ur mare evit adtapout nerzh ha diskuizhañ an divrec’h dreist-holl ! Lod o doa profitet eus ar mare-se evit pesketa memes !
Goude ar mare diskuizh-se hon doa lakaet ar c’hanoeoù en dour adarre. Distroet hon doa war hor c’hiz a-raok mont a-benn d’ an 10 ruzerez !
Ma oa al lodenn gentañ ur wir valeadenn sioul e oa santadurioù da gaout amañ, hep mar na marteze ! Da bep hini e deknik evit mont dreist d’ar ruzerezioù : war-raok pe war-gil, gant pe hep ar pagailh ! A-benn ar fin, memes pinijenn evit an holl : gleb-dour-teil e oamp holl !
Goude un devezh evel-se, ennañ diskuizh ha santadurioù mesk-ha-mesk, ne oamp ket displijet oc’h adlakaat hon treid war an douar kalet. Distro da ziazlec’h Krec’harer evit degas ar c’hanoeoù ha profitañ eus un adverennig meritet mat !