-A +A

Anduilh ar Gemene

© Hervé Ronné

Steredennoù chartukerezhioù Breizh eo anduilh ar Gemene, hep mar ebet ! N’eo ket hor produerien a lavaro ar c’hontrol. Gant brokusted e lakeont holl binvidigezhioù o chemet e servij ho lipouserezh.

Met diwallit  ! Krediñ a rit anavezout blaz anduilh ar Gemene, marteze , peogwir e vezont kavet e pep lec'h e Frañs….Met gouzout a rit eo ret prenañ an anduilh e Kêr Vihan Neuziet-kaer ar Gemene evit debriñ ar re wirion ?

Klaoustre bras ho peus tañvaet betek-henn anduilh giz ar Gemene, da lavaret eo e weler kelc’hioù kengreiz pa vez troc’het an anduilh a-rondigennoù.

Dav eo deoc’h gouzout eo ret d’hor produerien, evit tizhout al live a galite kinniget gante, kaout ur gwir chemet hag a zo en o c’herz c’hoazh, doujañ ouzh an hengoun ha tremen sizhunvezhioù o labourat !

Meur a ober resis a zo ret evit fardañ ur produ artizanel saourus :

- Holeniñ ha dibab ar bouzelloù-moc’h

- Ar frammañ (strobañ ha dizruzañ pizh ar bouzelloù-moc’h)

- Ar mogediñ hengounel dre goad faou

- Ar sec’hiñ e-pad meur a sizhun

- Ar poazhañ

Ha pa vo graet an holl oberoù-mañ o toujañ da vat ouzh ur chemet kozh-Noe e c’helloc’h blazata anduilh gwirion ar Gemene a-benn ar fin.

Priziet e vezont yen, e rondigelloù tanav, pe tomm, e skejennoù tevoc’h, gant ur flastrenn avaloù-douar.  Mat-tre int gant ur c’haletezenn winizh-du met ivez gant produioù-mor (pesked, kregin-Sant-Jakez). E doare cake, cupcake pe cookied sall, e trooc’h ar rekipeoù anezhe diouzh ho faltazi !

Un c’huzulig c’hoazh evit priziañ da vat ar produ dreist-mañ : blazatait anezhañ etre mignoned da zigor-kalon pe da geñver un nozvezh krampouezh !

Gant ar veaj-mañ dre ho kenou e tañvait da vat er pep gwellañ eus Breizh.

Bep bloaz e dibenn miz Eost, er Gemene, e vez gouestlet un devezh a-bezh zoken o lidañ an Itronezed meur-mañ, steredennoù ar c’hastronomiezh !