-A +A

Menez Are

© Yannick Derennes

Kouezhit dindan gazel-ge maezioù ken dibar Menez Are !  An natur ral he c’haerder, gouez c’hoazh ha kevrinek a-wechoù, a zo dreist d’ober sport pe da ziskuizhañ !

Maezioù da droc’hañ hoc’h anal !

An endro naturel-se a ziskulio deoc’h war verr dilive perzhioù liesseurt ar maezioù : kribennoù noazh, resedoù roc’hellek, lanneier, garzhaoueg, pradeier paour, taouarc’hegi, geunioù, lennoù.

Dre zont e Menez Are e c'helloc'h pignat gant leinoù uhelañ Breizh : Roc'h Ruz, Tuchenn Gador ha Roc'h Trevezel, hemañ a sav da 385 metr. War lein Menez-Mikael ez eus ur chapel, anvet ivez chapel Menez Kronan. Sevel a ra da 381 metr, e kreiz Park natur rannvroel Arvorig.

Kavell mojennoù Breizh !

Ar Yeun Elez ha lenn Brenniliz, homañ o treiñ da c’heun, zo gronnet gant leinoù Menez Are dindan un oabl o kemm dizehan.   Er c’hontre gouez-se eus kreiz Penn ar Bed ez eus bet  ganet, a-hed ar c’hantvedoù, ur glad dre gomz dibar hag un noueañs lavarerien ha konterien hep he far.

An douar sec’h-se, mell-kein Breizh skubet gant an avelioù, en deus maget faltazi an dud. Mojennoù Breizh e-leizh a zo o c’havell eno : kontadennoù an Ankoù a gas ar re varv d’ar Bed All, ar c’hannerezed-noz, ar c’horriganed ha boudoù all deuet eus marevezhioù kozh-Noe.  An holl dudennoù-se a zo chomet bev-mat e spered konterien ar Menez a vag darempredoù espar gante. Lod  a oar pelec’h emañ dorioù an ifern memes : er Youdig, yodig ar Yeun Elez...

Un amzer dremenet espar

Menez Are a zo dezhañ dibarderioù a-fet istor hag ekonomiezh ivez.  Betek kreiz an XXvet kantved e oa un eil micher gant al labourerien-douar baour : mont da gerc’hat pilhoù en tu all d’an Are evit pourvezañ milinoù paper ar c'horn-bro. Ar bilhaouerien ar re a gane hag a gonte kontadennoù evit ma vije digoret aesoc'h an nor dezhe. 

Implijout an taouarc’h da boazhañ ar boued ha da dommañ an ti a zo dibar d’an tolead ivez. Abaoe ar bloavezhioù 1950 e oa bet dilezet ar fozioù taouarc’ha met merket eo bet don ar maezioù ha memor an dud gant an taouarc’ha (labourioù bras, gouelioù).
Pa zeuoc’h e Menez Are, arabat deoc’h kaout lure da vont davet tud ar vro. Evidoc’h e kasint da vev an tiriad mojennoù-se ha profañ a raint deoc’h pennadoù-buhez kaer.  Un degemer c’hwek ha gwirion a vo graet deoc’h ha war briz ho po ar chañs d’ober pe d’adober anaoudegezh gant achanterezh ur bed hud.
Deuit da brofitañ eus maezioù naturel hep o far evit ober baleadennoù kaer e Kalon Breizh !

Darempred :
Ti Touristed Menez Are
An Uhelgoad : 02 98 99 72 32
Brasparzh : 02 98 81 47 06
Postel : tourisme@lesmontsdarree.bzh
Lec'hienn Internet : www.montsdarreetourisme.bzh