Ar Menez Du

©AlexandreLamoureux

Deuit un tamm war an uhel e Kalon Breizh  ha dizoloit ar Menez Du, un endro dreist d’ober troioù-bale kaer !

Goloet gant koadegi stank gwechall en em astenn ar Menez Du war tri-ugent kilometr bennak eus Groñvel da Gastellin. Anvet eo bet ar menez-se diouzh liv ar skilt a ya d’ober anezhañ. Evit gwir, ar c’horn-bro-se a oa bet en e verzh ekonomikel e-pad un toullad bloavezhioù a-raok dont da vezañ un endro dreist d’ober baleadennoù. Sklentegi e-leizh a voe korvoet eno eus dibenn ar  XVvet kantved betek ar bloavezhioù 1960 e Sant-Wazeg, Gourin, Motrev ha Plevin.
Ho troioù-bale er Menez Du a gaso achanoc’h betek ar meinglazegi kozh.

.

Hiziv an deiz e kavoc’h tachadoù glas bras met ivez kornioù bihan ha bamus. Goloet eo uhelderioù ar Menez Du gant koadeier ha lanneier.

Evit tizhout ar beg uhelañ : Roc’h Toull al Laeron (318 metr) e rankoc’h mont da gumun Speied.