Brezhoneg

E-kerzh ho chomadenn e Kalon Breizh ho po tro da soubañ e sevenadur Breizh hag en em voazañ ouzh ar yezh.


Ya avat, amañ e vez komzet brezhoneg !

 

Un tamm istor

Ur yezh eo ar brezhoneg, hep mar ebet, ha n’eo ket un trefoedach. Ur yezh keltiek eo ar brezhoneg, komzet abaoe ouzhpenn 1 500 vloaz. Bez’ he deus he yezhadur ha he geriaoueg dezhi ha sonlivioù dibar.

Sevel a ra ar skridoù kentañ d’an 8vet kantved.  Abaoe n’eo ket paouezet ar brezhoneg da emdreiñ a-hed ar c’hantvedoù hag an istor, evel an holl yezhoù.

 

Ar memes brezhoneg gant tout an dud ?

Ket ‘vat !

Peder rannyezh pennañ a zo : kerneveg, leoneg, tregerieg ha gwenedeg.
Er reter d’al linenn Sant-Brieg-Gwened e vez komzet gallaoueg.

 

Deskiñ brezhoneg

Yaouank pe yaouankoc’h, n’eus oad ebet evit deskiñ brezhoneg !

Desket e vez ar yezh gant ar vugale o vezañ skoliataet e rouedad ar skolioù Diwan a ginnig ur stummadur dre soubidigezh pe dre ur red-skol divyezhek kinniget er skolioù publik ha prevez. Hiziv an deiz ez eus 13 000 bugel skoliataet e Breizh en ur skol pe un hentad divyezhek galleg-brezhoneg.

Eus tu an oadourien e vez stummet bep bloaz tost da 3 000 a dud dre gentelioù-noz, stajoù met ivez stummadurioù d’an daoulamm.


 

En em voazit ouzh ar yezh

War al lec’h touristel ho po tro d’en em voazañ ouzh ar brezhoneg.

Digorit mat ho taoulagad !  Ar panellerezh-hent ha touristel ivez, an titouroù ofisiel a zo divyezhek gwall alies.

Astennit mat ho tivskouarn war ar marc’had, en un ostaleri...N’eo ket dibaot e klevoc'h komz brezhoneg !