Un droiad gant ar familh e dibenn miz Gouere : deomp war-du Gourin evit gouel ar c’hrampouezh, lec’h m’eo bet broudet hor pemp skiant e-pad an deiz !
Kerkent hag erruet omp degemeret gant c’hwezh vat ar c’hrampouezh. Holl ac’hanomp o deus c’hoant tañva anezhe diouzhtu. Ha n’omp ket dipitet, ur voem eo !
Da heul e tasson en hon divskouarn sonerezh ar bagadoù, strolladoù sonerezh hengounel Breizh a laka da seniñ bombardoù ha biniawoù pergen. Kreñv ha brav-kenañ eo, dreist-holl gant dañserien ar c’helc’hioù keltiek gwisket gant gwiskamantoù bro kaer-meurbet ! Eno emañ ene Breizh da vat !
Da heul e teu ar stekiñ ! N’eus ket da c’hortoz pell a-raok na zeufe tud da grog en hon daouarn evit dañsal ar gavotenn ! An darempredoù eeun-se, ar mousc’hoarzhoù eskemmet, al laouenekaat-se, dreist eo !
Erfin eo leun hon daoulagad dirak kalite an diskouezadeg e Kastell Troñjoli E mirdi an ostilhoù kozh ez eus bet displeget pep tra deomp gant tud a youl vat mil hegarat.
Bevet hon eus un devezh kaer ha lipous, gant dizoloadennoù hag eskemmoù e-leizh. Plijet eo bet ar familh en he fezh ! Lakaet hon eus emgav a-benn ar bloaz a zeu dija.