War gumun Groñvel emañ geun Magor Penvern, enni ur marelladur annezoù : lanneier, geunioù, pradeier gleborek, hirc’heoteg…
Ar mirva-se a zo ul lodenn eus geun divent Plourae en em led war ouzhpenn 2 000 hektar, da lâret eo unan eus takadoù gleborek brasañ Kreiz Breizh. Eno e puilh loened bihan a bep seurt, un esparadenn eo : 323 spesad divellkeineged niveret !
Plant ar mirva-se a zo enne spesadoù kaer ivez. Ouzhpenn 350 spesad plant zo bet niveret en o zouez spesadoù dibar d’al lanneier gleborgar : glizheolez-delioù-hir, man-taouarc'h La pylaie, loaioù-raned, jañsif-ar-geunioù…
Ma n’ho pez ket aon war ar gwenodennoù serzh na dermit ket da vont gant an droiad-vale 1,2 km pa vez gweladennoù heñchet. Evel-se ho po digarez da zizoleiñ ar c’heun pa vez oc’h emdreiñ en un doare naturel, ar c’heun falc’het pe peuret pe ar c’heun beuzet diouzh ar goañv.