An Erer Kozh

© Sylvain Charles

Deuit da virviñ e Kalon Breizh da geñver brasañ festival Frañs : An Erer Kozh ! E-pad 4 devezh, war pemp leurenn ha dirak ouzhpenn 230 000 a arvesterien e vez gwelet lerc’h-ouzh-lerc’h 90 arzour bennak deuet eus Frañs pe eus ar bed a-bezh. Brasañ abadenn Kreiz Breizh an hini eo !

Ha dav eo lavaret e oa kroget pep tra gant ur fest bihan aozet gant mignoned, evel un troatad-fri, d’ar mare-se, da ouel ar Bigi Kozh e Brest !

Hiziv an deiz ne baouez ket ar festival da greskaat betek tizhout ur rekord a arvesterien e 2017. 280 000 a festivalourien bennak zo bet war tachenn Kerampuilh e Karaez. Pikolded, liesseurted ar sonerezhioù, laouenekaat a zo un darn eus ar gerioù-alc’hwez a vez aroueziet an darvoud gante. Degemeret e vez an holl arzourien war beder leurenn da nebeutañ, anvet diouzh anv-pluenn Breizhiz brudet : Glenmor, Kerouac, Grall ha Gwernig. Gant an aozadur-mañ e c’heller lakaat an holl seurtoù sonerezh kichen-ha-kichen : pop-rock, hard-rock, diseurtajoù gall hag etrebroadel sonerezhioù ar bed, sonerezh Breizh, rap, tekno…

Adal ar gwechoù kentañ e kreiz kêr e oa bet degemeret gant an Erer Kozh steredennoù meur evel James Brown, Joan Baez… Anvioù bras ar c’hanaouennoù gallek a oa en em gavet eno ivez : Claude Nougaro, Charles Aznavour… Gant an degouezh e Kerampuilh e oa bet tu staliañ leurennoù bras-kenañ hag aozañ abadennoù dibar evel re Muse, Noir désir, Phoenix, Johnny Hallyday pe c’hoazh Rammstein. Plantet e oa bet tan en dachenn gant Stromae ivez e 2014, gant ur sonadeg he doa plijet d’an holl dud, yaouank pe yaouankoc’h. A-fet steredennoù meur, arabat disoñjal Sting pe c’hoazh ar « Boss », Bruce Springsteen en doa kinniget d’ar festivalourien ar sonadeg nemeti graet gantañ e Frañs e 2009.

Aboae un toullad bloavezhioù e vez kavet sav d’an tikedoù-treziad a-raok ma vefe embannet ar programmadur memes ! Kement-se a ziskouez eo ar festival un emgav na vefe ket c’hwitet warnañ gant kalz a dud evit tamm abeg ebet !  Pevar devezh fest, en un aergelc'h laouenek ma vez an holl rummadoù oad o kenvevañ.

Met  petra eo sekred al laouenekaat-se, ar spered imoret mat-se a vez komzet kement diwar e benn ken m’eo deuet da vezañ merk fabrik an Erer Kozh ? Na glaskit ket ! Dont a ra an alkimiezh-se da vat a-drugarez d’ar 5 500 den a youl-vat a zo ene kentañ ar festival, e vaen-korn abaoe ma oa bet savet.  Ober a reont war-dro ar mont e-barzh, ar pretioù, an tavarnioù….Ho tegemer a reont gant ar gwellañ doareoù a-benn ho lakaat da dremen ur pennad-amzer blijus er festival. Atav prest da flapañ ha da rannañ ar gaoz gant ar festivalourien e kavint an tu, hep mar ebet, d’ho lakaat da garout o festival ha da reiñ c’hoant deoc’h da zont en-dro ar bloaz da heul !

 

Emgav d’an 19, 20, 21 ha 22 a viz Gouere 2018 evit 27vet festival an Erer Kozh !

Gouzout pep tra diwar-benn ar festival :   www.vieillescharrues.asso.fr