An Uhelgoad

©YannickDerennes

Arabat c’hwitañ warni, war zigarez ebet,  pa zeuoc’h e Kalon Breizh : kumun An Uhelgoad an hini eo !
Emañ e-barzh Park natur rannvroel Arvorig, e-kreiz Menez Are. Hoalet e veoc’h gant kaerder naturel al lec’h : koad mojennel, kleger, lec’hiennoù henoniel, lennoù, stêrioù…

Araokoc’h, livourien brudet evel Paul Serusier, met ivez lennegourien evel Victor Segalen, a zo kouezhet dindan gazel-ge An Uhelgoad, ul lec’h seder hag awenus ma ‘z eus unan !

Evel ma weloc’h, ar pezh a laka ar weladennerien da vezañ bamet ha souezhet war un dro eo ar c’hleger kaer-meurbet graet gant pezhioù melloù bloc’hadoù reier, strewet dre ar c’hoad, a-hed ar Stêr Arc’hant,  eus dibenn al lenn d'en tu-hont d’an Toull Don.

Emaoc’h o klask gouzout penaos eo bet stummet ar c’hleger kaer-meurbet-mañ ?

Hervez ar vojenn e oa bet bannet ar reier eus Bro-Leon war An Uhelgoad gant Gargantua, hag eñ fachet-ruz gant an degemer fall graet dezhañ gant annezidi ar c’horn-bro.  Hervez un displegadenn all, geologel anezhi, e vefe bet stummet ar reier e donded an Douar, diwar tolzennadoù liñvel war deuz. Diwar dostaat ouzh pluskenn an Douar e vefe aet ar reier war solutaat dre zistanañ ha war frailhat da heul.

A-hed ho pourmenadenn er c’hoad e tiskoachoc’h dibarderioù geologel iskis !

Dont a reoc’h a-benn da lakaat Maen-Dogan da fiñval ?  Ha ya, dre ur waskadenn lec’hiet mat gant e gein e vez gouest ur bugel da lakaat da fiñval ar « gailhenn-mañ » 100 tonenn anezhi. Ha c’hoazh eo ret kavout ar poent resis da bouezañ warnañ…

Ha krediñ a reoc’h mont e-barzh Toull an Diaoul ?  E dibenn al lenn ez eus ul lamm-dour ugent metrad hag ar Stêr Arc’hant a ya d’en em goll dindan ar C’Hleger, e foñs ur vougev a c’hell bezañ gweladennet.

Dizoloit da heul Tiegezh ar Werc’hez !  Gant un tamm ijin, c’hoariit o tivinout an armoù-kegin : ar chidouarn, al loa-bod, ar ribod, ar c’hadorioù-brec’h ha gwele ar Werc’hez..

A-benn klokaat ho kweladenn, kemerit amzer da zizoloiñ an Toull Don ha kamp Artuz…

Holl binvidigezhioù henoniel al lec’h a zo da gavout dre an hentad Kreizy Archéo : hentad koadeier An Uhelgoad ha Menez Are.

Darempred :
Ti Touristed Menez Are
An Uhelgoad : 02 98 99 72 32
Brasparzh : 02 98 81 47 06
Postel : tourisme@lesmontsdarree.bzh
Lec'hienn Internet : www.montsdarreetourisme.bzh