Traoñienn ar Sent

- ©YannickDerennes

C’hoant d’ober ur weladenn na c’helloc’h ober neblec’h all ?  Emgav da Draoñienn ar Sent evit dizoleiñ ul lec’h hep e bar er bed, e Kalon Breizh !

Gweladenniñ Traoñienn ar Sent a zo gweladenniñ ul lec’h dibar evit ar c’hrouiñ arzel a vremañ hag eñvoriñ istor ha sevenadur Breizh.

Emañ Traoñienn ar Sent war gumun Karnoed (Aodoù-an-Arvor), e kalon Breizh, pemzek munutenn hent eus Karaez. War al lec’h naturel-se, 230 metr uhelder anezhañ, ez eus ur gwel meur da droc’hañ hoc’h anal war Kreiz Breizh. Eno ez eus ur voudenn feodel, ur chapel rummet monumant istorel hag ul lec’hienn henoniel.

E Traoñienn ar Sent e weler delwennoù meur pevar metrad uhelder anezhe dre vras, diwar patrom sent Breizh. An darn vrasañ eus ar sent enoret evel-se a zo tud a iliz genidik eus Breizh-Veur hag Iwerzhon. Er grennamzer uhel o doa aochet war douaroù Arvorig hag avielet anezhe. O hêrezh a weler c’hoazh e Breizh : parrezioù, ilizoù, chapelioù ha skolioù e-leizh a zo bet anvet dioute ;  anez menegiñ ar mojennoù brudet diwar o fenn hag a ya d’ober sevenadur Breizh.

Mennet eo ar gevredigezh da lakaat sevel 1 000 kizelladur eno war dermen, Enez Pask e Breizh, da vat !

 

Kurius oc'h ha c’hoant ho peus gouzout penaos e vez graet an delwennoù ?

Deuit da arvestiñ ouzh ar chanterioù kizellañ aozet bep bloaz eus miz Mae da viz Here. Abaoe 2009 en em vod kizellerien entanet evit stummañ pezhioù melloù bloc’hadoù maen-greun Breizh ha dispakañ o chemet evel-se. Padout a ra pep chanter 30 devezh, amzer da grouiñ etre 5 ha 7 kizelladur.

Dibabit ar weladenn a  zo diouzh ho toare !

Ar mont e-barzh a zo digor ha digoust bemdez. Evit gweladenniñ emren ez eus ur sturlevr ofisiel. Gant un tres da zistagañ e c’helloc’h en em reteriñ war al lec’h ha kavout anvioù ar sent.

Evit dizoleiñ al lec’h o c’hoari gant ar familh ez eus ur c’hoari klask ar roudenn : dre un heuliad luziadelloù, goulennoù ha divunadennoù e c’hello ar re yaouankañ anavezout an delwennoù hag o sekredoù niverus... Anez disoñjal ar re vras a ranko ivez respont d’ un nebeud goulennoù un tamm startoc’h.

Erfin, ma karit anavezout pep tra diwar-benn sekredoù sent Breizh e c’helloc'h derc’hel ur weladenn heñchet. Heñcherien Traoñienn ar Sent a zegemero ac’hanoc’h en ul lec’h boemus m’en en vesk an istor hag ar mojennoù evit ur weladenn zivoutin ha leun a gavadennoù !

Darempred :
Traoñienn ar Sent
Kenekilheg 22160 KARNOED
Pgz : 02 96 91 62 26
Postel : lavalleedessaints@gmail.com
Lec'hienn Internet : www.lavalleedessaints.com