Profit deoc’h ur veaj e kreiz an istor ! Gweladenniñ ar Faoued zo hentañ ar familh Boutteville ha he hêrezh dispar eus ar 15vet kantved.
Chapel Santez-Barba, gwir taol-kaer a-fet savouriezh, a oa bet savet diwar ur gouestl. Gwintet gant lorc’h war un tarroz reier e seblant eveshaat ouzh Flondrenn an Ele. Diskenn a reoc'h betek ar feunteun, hep mar ebet, ha lakaat da dintal ar c’hloc’h a zo tal-kichen ti ar gward. Intret eo al lec’h gant un aergelc’h gwall zibar, kemmus diouzh lusk ar c’houlzadoù-bloaz.
E chapel Sant-Fiakr ez eus ur c’haer a jube liesliv ne chom nemet trizek skouerenn heñvel e Breizh. War ar « vandenn treset »-se, kizellet er c’hoad, eo taolennet ar sioù fall hag ar pec’hedoù, temptadur Adam hag Eva, ar c’hemenn da Varia…Dirak ur seurt pinvidigezh e komprener perak e veze implijet ar gloued-mañ, arouezel ha danvezel war un dro, disparti etre ar chantele hag an nev, evit deskadurezh ar fideled dre ar c’hinkladur anezhi.
Dindan ar c’hoc’hu meurdezus savet e 1542, lec’h arouezek ar vourc’h, ez eus bet aozet foarioù ha marc’hadoù ken-ha-ken ! Merzet e vez dre ret ar c’holonennoù maen-greun m’eo diazezet an doenn veur warne. Ur c’hranded bennak a roont d’ar savadur-se bet savet evit un implij talvoudek da gentañ penn. Liammet eo ar c’hoc’hu gant ar preizhadegoù graet gant Marion ar Faoued ha he bandennad briganted en 18vet kantved. Marie-Louise Tromel a oa hec’h anv gwir. Foetañ a reas bro ar Faoued e-pad pemzek vloaz bennak. Evit mont e-maez eus he stad reuzeudik e oa gwelloc’h ganti riblañ al labourerien-douar hag ar varc’hadourien e-lec’h bevañ diwar an aluzen d’ur mare ma oa an naonegezh o ren e Breizh.
En 19vet kantved e voe stank al livourien bamet gant aergelc’h Ar Faoued. Livañ a rejont ar foarioù hag ar marc’hadoù, ar pardonioù ha leizh a bennadoù eus ar vuhez pemdez. Neuze, n’eo ket dre zegouezh ez eus eus Mirdi al livouriezh eno, labelaet Mirdi Frañs anezhañ ! Ennañ ez eus ouzhpenn 350 oberenn kinniget da geñver diskouezadegoù berrbad ha da geñver un diskouezadeg bloaz bras. Priziet e vez ennañ holl binvidigezhioù ar glad hag an hengounioù a ya d’ober hon hêrezh.