Domani Trevare

©FlyHD

Kit e-barzh ul lec’h hollbouezus eus al lec'h touristel Kalon Breizh : domani Trevare.
E Trevare ez eus ur c’hastell met ivez liorzhoù eus ar c’haerañ bet savet ouzhpenn ur c’hantved zo  a-us da stankenn ar Stêr-Aon.
Souezhet e veoc’h gant savouriezh nevezc’hotek ar c’hastell, e ec’honennoù hag e doennoù a sav uhel d’an oabl. Savet eo bet gant ur meskad brikennoù ha mein Kersanton ha diwar-se eo bet lesanvet « ar Maner Ruz ».

 

Turmudus e oa bet amzer-dremenet ar monumant-se. Hiziv an deiz e vezit degemeret ennañ evit gweladenniñ un diskouezadeg pad ha diskouezadegoù berrbad liammet gant arzourien a-vremañ. A-hed ar bloaz e vez ivez darvoudoù er park hag ar marchosioù.

Ur glad eus an XXvet kantved m’eo souezhus ar vodernelezh anezhañ

Merket eo bet istor domani Trevare gant un den, James Kerjegu. Ar politiker pinvidik-se a oa rannet e amzer etre e hêrezh-bro hag e vuhez e Pariz, e-mesk ar vrientinelezh hag ar vourc’hizelezh vras. Graet e oa e soñj gantañ, ouzhpenn ur c’hantved zo, lakaat sevel ur c’hastell ennañ aveadurioù nevezusañ ar mare.  Pignerezioù, tredan, tommerezh…Kement a arouezioù a vez taolennet gante pompad ha modernelezh al lec’h. Un  distalac’h berrbad : bombezennet e-kerzh an eil Brezel Bed e oa bet dilezet ar park hag ar c’hastell betek ma voe prenet an domani gant Kuzul-Departamant Penn-ar-Bed ha digoret d’an dud er bloavezhioù 1970.

Abaoe 2010 ez eus bet digoret d’an dud lec’hioù e-leizh gant doareoù lies d’o gweladenniñ. E pep lec’h ez eus panelloù displegañ a ro da welet aozadur al lec’hioù evel ma oant bet empennet, hag istor an domani, souezhus a-wechoù.  E-barzh ar c’hastell e veoc’h soubet en diskar-amzer 1907 gant an diskouezadeg « Sevel un huñvre ». Prantad sevel al lec’h a zo bet adlakaet e endro ar Marevezh Kaer dre zamskeudenniñ buhez ar wazed hag ar maouezed a veve ennañ.  Saloñs bras ar gazel gornôg, bombezennet e 1944, en deus adkavet e bompad gwechall dre un adsavadenn e gwirvoud kresket.

Darempred :
Domani Trevare
29520 Sant-Wazeg
Pgz : 02 98 26 82 79
Postel : domaine.trevarez@cdp29.fr
Lec’hienn Internet : www.cdp29.fr/fr/presentation-trevarez-le-domaine-de-trevarez