Hent al lin

War hent al lin e Kalon Breizh ez eus daou lec’h ma vo diskuliet deoc’h istor sebezus treuzfurmadur al lin e lienoù hollgaer anvet «  Les Bretagnes ».
Eus ar 17vet d’an 19vet kantved e veze ezporzhiet al lienoù lin pompus-se dre Sant-Malou war-du Cadiz. Ac’hano e vezent kaset da drevadennoù spagnol Amerika ar Su, o leuskel war o hent gwir beadraoù !

Ti al Lienoù e Sant-Teliav

Emañ Ti al Lienoù e demeurañs kozh ur marc’hadour eus 1715. Eno e vo diskouezet deoc’h ar vleuniennig c’hlas-se hag istor entanus ur wienn naturel eo bet troet buhez an holl dud ganti. Abadennoù, kinnigoù klewelet, troiadoù dizoleiñ, c’hoarioù klask ar roudenn evit ar vugale…a roio tu deoc’h anavezout pep tra diwar-benn istor ar wiaderien hag ar varc’hadourien lienoù eus Breizh. 

Un draig ouzhpenn, gortozet oc’h en ur stal 100 % lin a ginnig deoc’h greun, dilhad, gwezeladoù, levrioù…

Darempred :
Ti al Lienoù
Bourc’h – 22460 Sant-Teliav
Pgz : 02.96.56.38.26
- Postel : routedulin@wanadoo.fr
- Lec'hienn Internet : www.laroutedulin.com

Stal-labour ar gwiadiñ en Uzel

Savet eo bet mirdi ha stal-labour ar gwiadiñ er « Murettes », ti kozh marc’hadourien lienoù ha gwiaderien. Er mirdi-se eo adsavet  memor un azginivelezh bet roet lañs dezhi e dibenn an 19vet kantved lerc’h-ouzh-lerc’h gant tri mestr-gwiader eus Uzel.

Ar stal-labour Léauté-Planeix (1872-1996) he doa roet bod d' ar stal-wiaderezh kentañ gant gwiaderien o deus gouiet neveziñ evit talañ ouzh kevezerezh ar greanterezh.  Arzourien e-leizh, evel Jeanne Malivel, oberiant e-barzh luskad « Ar Seiz Breur », o doa kemeret perzh e krouidigezhioù arzel.
E stal-labour ar gwiadiñ e vez kinniget daou stern gwiader : unan klasel hag unan  « Jacquard »,  nevezus-mik d’ar mare-se e Breizh.

A-benn klokaat ho kweladenn e c’helloc’h sellet ouzh meur a film, ober un droiad dizoleiñ ha bamañ ouzh diskouezadegoù liesseurt. 

 

Darempred :
Bourc’h - 22460 UZEL
Pgz : 02.96.28.85.81
- Postel : routedulin@wanadoo.fr
- Lec'hienn Internet : www.laroutedulin.com