Lenn Gwerledan

C’hoant anavezout lenn vrasañ Breizh ?  Kit war-du Kalon Breizh evit un achapadenn e lenn Gwerledan !
Souchet e kalon menezioù Kreiz Breizh e tispak lenn Gwerledan liesseurted he c’hildroennoù.

304 hektar, 12 km hirder, 40 m donded en donañ, 52 vilion m3 dour… Setu un nebeud sifroù a ziskouez pegen bras eo.

Abaoe 1930 ma oa bet savet ar stankell dourdredan e Mur e oa bet beuzet traoñienn Gwerledan dindan ul lenn sioul.

Beuzet eo bet 17 skluz, an tiez-skluz hag ar meinglazegi a oa braskorvoet el lec'h-se. 

Ne weler an teñzorioù beuzet-mañ nemet pa vez skarzhet al lenn, hag ar skarzhadur diwezhañ a sav da 2015. C’hwitet ho peus war an darvoud-mañ ?  Ret e vo deoc’h kaout pasianted a-raok gellet sellet en-dro ouzh an abadenn-mañ. Ne ouzer ket resis pevare e vo ar skarzhadur kentañ met a-raok 2015 e save an hini diwezhañ da 1985.

Baradoz evit tud an obererezhioù e kreiz an natur !

Hiziv an deiz eo lenn Gwerledan, riblet gant koadeg Kenekann, ur gwir baradoz evit ar valeerien hag an dud sot gant an natur.

Mat eo lenn Gwerledan d’ober sport. Baleadennoù sioul gant ar familh, trail etre mignoned pe obererezhioù bageal, pep hini a gavo e lod !  

War an dour e Kaorel,  Landroaneg, Mur pe Sant-Inan e c’helloc’h en em reiñ da ziduamantoù liesseurt : kanoeal, bageal, ober ski-dour pe c’hoazh paddle ha boue stlejet.

War ho MTB e c’helloc’h devaliñ gant gwenodennoù terket pe dibab ober tro al lenn war droad.

N’oc’h ket troet war ar sport ?  Na rit ket biloù !  Gortozet oc’h war traezhennoù terket an Aod Kaer hag e poull Sordan evit profitañ eus ur prantad plijus gant ho familh.

An hini a lavar « lenn » a lavar « pesketa » !

War-lerc’h ur prantad adpoblañ ar spesadoù, da heul disec’h al lenn, e c’hello ar beskataerien adkavout o doareoù boas da besketa el lenn adal 2018. Ac’hann di, adal an diskar-amzer e vo savet un hentad  « No-kill », hini bravañ Frañs moarvat.

Maezioù liesseurt

Degouezhout betek al lenn dre ar c’hornôg a zo tizhout anezhi dre he zu gouez, hep mar ebet.  E Tregenanton (Sant-Jelven) en em gavo ar valeerien dirak  ur gwel kaer eus ar re zibarañ. Stank eo al lavnennoù sklent tev, gronnet gant al lanneier. An natur tro-war-dro a ro d’al lenn tresoù maezioù giz an Norzh.

E Koad Kaorel, war an tor norzh, ez eus meinglazegi kozh.  Keviadurioù e-leizh, eus an 19vet kantved, a weler mat c’hoazh. Gante e c’hellit soubañ en ur aergelc’h leun a istor hag a c’hlad.

E skeud ar c’hoadoù, an hentoù kildroennek a gaso ac’hanoc’h etrezek ur gwel-meur eus ar c’haerañ war koadeg Kenekann, war ar c’hlann su. Gwelout a reoc’h ur goadeg vras enni gwez deliaouek ha rousinek mesk-ha-mesk. War ouzhpenn 3 000 hektar en em led ar goadeg. Livioù kaer-meurbet en em zispako a-dreuz ar gwez uhel da nep a ouio sellet mat.

 

Darempred :

Lec’hienn Internet www.lacdeguerledan.com