Gant ur re votoù bale pe ur MTB e veoc’h aveet mat a-benn dizoleiñ lec’hioù pennañ ha kornioù digustum. N’helloc’h ket c’hwitañ war maezioù na c’houlennont nemet en em ziskoachañ dirakoc’h. Mont war droad pe war varc’h-houarn a roio an tu deoc’h da ergerzhout gwenodennoù souezhus ha diankouaus ken-ha-ken. Dre straniñ war an hentoù glas pe war ar gwenodennoù-bale e veoc’h plijet gant Breizh gwelet eus an diabarzh : maezioù dic’hortoz, stêrioù o doureier-red, reier krignet gant an amzer…Galvet e veoc’h dizehan gant pinvidigezh al loened hag ar plant, gant livioù flamm an nevez-amzer pe gant arlivioù tomm an diskar-amzer kenkoulz…Da bep mare e tizoloc’h traoù ha da bep koulz e vevoc’h ur santad dibar a frankiz !
Gant Menez Are hag ar Menez Du, koad an Uhelgoad, lenn Gwerledan, ar c’hanol Naoned-Brest, stankennoù ar Skorf hag ar Blavezh, flondrenn an Ele…e veoc’h divroet da vat. Evel ur rouanez eo an natur amañ ha profañ a ra deoc’h gant brokusted fromadennoù adnevezet dizehan.
E-touez an troioù-bale stank a vez kinniget deoc’h e kavoc’h dre ret an droiad a zereo ouzhoc’h. An hedoù hir pe hiroc’h, an diliveoù serzh pe sershoc’h, a zo diouzh divhar ar re vras hag ar re vihan kenkoulz. Mont a reoc’h gant gwenodennoù kaer-meurbet a-hed stêrioù, a-dreuz lanneier, koadeier ha kêriadennigoù brav. Gant al liesseurt m’eo ar maezioù e vo plijet pep hini.
Ervennet eo hor c'horn-bro gant hentoù glas, gwenodennoù-bale pe hentoù halaj evidoc’h da vont war ziarbenn un tiriad dizanav ha da gaout ur soñj all war an touristerezh.
War an hentoù-se, graet evit ar monedone hep keflusker ebet, e c’helloc’h mont war ho pouezig war droad pe war varc’h-houarn ha dizañjer kaer. Dispar eo evit ar pourmenadennoù gant ho familh, dreist-holl ma vez ganeoc’h marc’houarnerien yaouank gwall zizampart c’hoazh war o divrodeg.
Troiadoù hiroc’h zo bet savet a-ratozh-kaer evit ar sportourien war MTB.
Ne vern ar mod diblasañ a zibaboc’h e reoc’h hent etrezek an achapadenn, er maezioù heñvel ouzh ur mirdi didoenn. Gant se e veoc’h kendrec’het e vez tu bevañ santadurioù kreñv e Kalon Breizh !