Marteze ho peus klevet c’hoazh an anv-se, un tamm hud anezhañ ?
Ar veaj vras-mañ war varc’h-houarn a zo bet anvet mat evit gwir. Na pebezh odisseia ! An hentad-mañ, 1200 km anezhañ, bet digoret e miz Even 2012, eo hirañ hent marc'h-houarn Frañs. Treuziñ a ra Breizh en he c’hreiz ha hedañ an arvor atlantel en e bezh a-benn liammañ Rosko ouzh Euskadi.
Ar velodisseia a zo ivez ul lodenn eus un hent kalz hiroc’h c’hoazh : an Eurobelo 1. Loc’hañ a ra eus norzh Norvegia evit degouezhout e su Portugal dre Iwerzhon, Breizh-Veur, Frañs ha Spagn ! Evit gwir, pa oa bet peurterket an holl hentoù glas e meur a vro disheñvel e oa bet tu sevel hentoù hir-bras en Europa. Diwar vremañ hon eus ar blijadur da zegemer ha da ditouriñ touristed war varc’h-houarn eus Europa a-bezh en hon tiez touristed neuze. Dibar-kenañ eo an hent-mañ dre veur a abeg. Muioc’h eget 70% a Hentoù Glas a ya d’e ober, da lâret eo hentoù balizennet digor d’ar valeerien war droad, war varc’h ha war varc’h-houarn hepken. Peurvuiañ e vez implijet hentoù-houarn kozh dispennet ha goloet gant ur gwiskad traezh stabilaet.
E Breizh eo dreist hentad ar Velodisseia evit dizoleiñ Breizh an diabarzh, dizanav alies c'hoazh. War aodoù Mor Breizh ez it kuit eus kêr vihan neuziet-kaer Rosko evit treuziñ Menez marzhus an Are nepell diouzh koad mojennel an Uhelgoad. Diouzh ho lusk e c’hellit chom da gousket e Karaez, gwir kroashent an Hentoù Glas e Breizh, dre ma oa ivez ur c’hroashent-houarn kozh eus Rouedad hentoù-houarn Breizh. Eno en em gavit gant ar C’Hanol Naoned-Brest dre vont gant hent an halaj e su d’ar gêr. Pell diouzh birvilh spontus ar c’hreizennoù kêrel bras e tiskuizhit a-hed ar c’hanol betek Abati Verrepoz. Homañ zo evel un nor digor dre ar c’hornôg war lenn Gwerledan, gwir goudor a beoc’h e kalon Breizh. Kendelc’her a rit gant ho peaj vras dre Gêr Napoleon e Pondi, war-du Josilin, Redon ha Naoned. Eno e veoc’h kaset betek Hendaiako gant ar Velomeurvor !
Daou deul digoust embannet gant Rannvro Breizh a c’helloc’h kaout e Tiez an Douristed. Talvoudus bras e vint deoc’h evit prientiñ ho pennad-hent war dennad Breizh ar Velodisseia : Kartenn an Hentoù Glas e Breizh ha Sturlevr kanolioù Breizh gant e levrig glas ouzhpenn, titouroù pleustrek ennañ. Kavout a reoc'h ennañ holl dennadoù hent an halaj eus Naoned da Vrest koulz hag ar bodoù a-hed ar c’hanol ha betek 5 kilometrad a-bell dezhañ. Ur skor all a-bouez, al lec’hienn Internet www.lavelodyssee.com . Arabat deoc’h termal da sellet enni !