Gouzout a rit ? El lec’h touristel Kalon Breizh eo kuzhet pinvidigezhioù henoniel en ur stad peurvat.
Dre foetañ an tiriad e c’helloc’h dizoleiñ malzennoù henoniel e-leizh : alez toet, kamp galian kludet en ur skrin naturel gwarezet, kêr an henamzer pe c’hoazh dourbont Vorgium...
Evit gouzout hiroc’h diwar-benn henoniezh al lec’h touristel, eus krennoadvezh ar maen betek ar grennamzer, kit war al lec’hienn Kreizy Archeo.
Enni ez eus bet renablet 1 700 lec’hienn ha hentadoù dizoleiñ a vez aliet deoc’h.