Pondi, perlezenn dianav glad Breizh, a vo souezhet brav ganti an dud sot gant an arz hag an istor hag a ya da gantren e Kreiz Breizh.
Etre ar 14vet hag an 18vet kantved e voe pennlec’h unan eus galloudusañ tiegezh ar vro : ar re Roc’han. Ar c’hastell savet gante e mont tre ar gêr a zegas soñj c’hoazh gant lorc'h eus marevezh o gloar. Dindan o gwarez e oa diorroet ar gêr gozh ma oa straed an Neud ha straed ar Pont - ken dudius anezhe – kalonenn ekonomikel ar gêr. Tiez o bannoù koad a zegas soñj eus buhez ar varc’hadourien lien. En o zouez e tegas soñj osteloù bihan giz an Azginivelezh eus c'hoant an noblañs da ziskouez he galloud dirak an holl.
Da c’houde un nebeud pazennoù, pa z’ eer tre e karter Su kreiz-kêr e vez diskoachet ur pezh pennad istor dic’hortoz : kêr Napoleon ! E-lec’h straedigoù ar grennamzer e oa bet toullet ar straedoù bras impalaerel evit lakaat en a-raok raktresoù bras an impalaer. Treiñ Pondi en ur greizenn arme e-pad ar prantadoù brezel hag en ur pol ekonomikel bras e-pad ar prantadoù peoc’h, setu mennozhioù Napoleon 1añ e 1802. En-dro da blasenn an armoù, e kreiz ar gêr nevez, e oa bet soñjet e pep tra. Ar c’hazarn, fetis, a ro korf da c’halloud ar strategour bras ma oa Bonaparte anezhañ. Savet e oa bet ti al lezioù-barn diouzh giz an henamzer, diouzh ur stil eeun ha solenn ha dre-se e c’heller gwelet anezhañ evel ur gwir palezig. Evit klokaat ur seurt programm sevel ha politikel e oa bet roet bod d’an ti-kêr ha d’an isprefeti er memes savadur. Diskouezet e veze evel-se, dirak an holl, e vestronie Napoleon e impalaeriezh en he fezh na pegen lies e vefe ar stummoù anezhi. Ar pezh a voe raktres un den a voe ivez frouezh ur c’hantved istor.
Aozet eo an tiez bourc’hiz kaer en-dro d’an hentoù-bale ha d’al liorzhoù. Gwez kantvloaziek ar skwar Lenglier a zo evel ur skrin da iliz impalaerel Sant-Jozeb. Ar stil nevezc’hotek anezhi a ro c’hoant d’ar bourmenerien da vezañ beuzet en-dro e romantoù brudetañ Victor Hugo.