Bep bloaz e vez pedet an arz a vremañ e Trevare. Kouviet eo un arzour da barañ e selloù war al lec’h ha da ijinañ diwar se un oberenn zibar krouet a-ratozh-kaer evit an domani. Ouzhpenn an oberenn-mañ ho po ar blijadur da weladenniñ un diskouezadeg verrbad e marchosioù kozh ar c’hastell.
Na c’hwitit ket war unan eus mareoù pouezusañ an domani : Nedeleg e Trevare ! Adalek dibenn miz Du ha betek deroù miz Genver e vez sklêrijennet ar c’hastell hag ar park.
Memorioù bev, un diskouezadeg-perzhiañ diwar-benn istorioù an domani
Abaoe miz Even 2017 e vez kinniget deoc’h gant an diskouezadeg-perzhiañ Memorioù bev splujañ en amzer dremenet dre eñvorennoù an dud o deus hentet, gweladennet, renevezet an domani ha bevet ennañ zoken. Istorioù nes, kuzh, tener….en tu all d’an istor ofisiel. Domani Trevare, treuzet an 20vet kantved gantañ, zo ul lec’h a vemorioù lies. Pedet eo ar re sot gant an domani, ar re gurius hag an amezeien da gemer perzh en dastum testenioù-se ha da lakaat istor ar c’hastell da vevañ.