Un liorzh zibar hag anavezet

 

Gant ur gorread a 85 hektar eo bet terket park Trevare evel ur skrin plant d’ar c’hastell.  Labelaet eo Liorzh zibar evit  he dastumadoù kamelia ha brug-roz pergen. Kinnig a ra ar park-mañ d’an daoulagad, a-hed ar c’houlzadoù-bloaz, un abadenn adnevezet dizehan a vez bamet ganti an dud sot gant ar plant hag ar bleuñv. E 2016 eo bet deroet da Zomani Trevare an enoradenn briziet-bras a Liorzh wellentez evit e zastumad kamelia a zo e-touez ar re bouezusañ er bed.

Liorzhoù Trevare, lec’hioù pourmen ha huñvreal

Kemerit amzer da straniñ e liorzhoù Trevare. Puilh eo an domani a lec’hioù kaer ma vez brav chom da zilerc’hiañ enne. Kemm mat a zo etre aozadur al liorzh reoliek, war reper ar c’hastell,  hag ar c'hempennadur a c’hiz Bro-Saoz er peurrest eus ar park. Er c’hornôg, ul liorzh klasel a c’hiz Italia a gas ac’hanoc’h da rambreal war vord hec’h oglenn ha da heul betek ul liorzh kaer lusket gant lammoù-dour. Kizelladurioù, feunteunioù hag elfennoù arkitektouriezh dibar a zegas dudi d’ho kweladenn el liorzhioù.

Ur glad plant dibar

Bevennet eo alezioù ar park gant plant a vez graet plant douar brug anezhe : kamelia, brug-roz, kaouled, andromeda, skimmia, osmantez, gwez arallvro. E domani Trevare ez eus dastumadoù meur anezhe, loreet gant meur a briz broadel hag etrebroadel, en o zouez an enoradenn a « Liorzh wellentez ». Neuze emañ Trevare e-barzh klub serret-kaer an 50 liorzh kamelia pouezusañ er bed. Kemerit perzh en dibennoù-sizhunvezh gouel : « Trevare e kamelia » e dibenn miz Meurzh ha « Trevare e brug-roz » e deroù miz Mae, pa vez lakaet war wel ar glad plant dibar-se.

Bamet e veoc’h gant al liorzhoù a-hed ar c’houlzadoù-bloaz. Bleuniañ a ra ar plant an eil war-lerc’h eben a-hed ar bloaz hag evel-se e roont livioù kemmus da strouezh ha liorzhoù ar park. Al liorzhoù-se, liesseurt ar plant enne, a zo dispar evit ar c’hrouiñ arzel hag evit kuriusted an naturourien. Bep bloaz e vez aozet un diskouezadeg eno.

Al Labotanig, ul  lec’h etreoberiat evit anavezout sekred ar plant
gant ar familh

Da gentañ penn e oa er park ul liorzh-legumaj hag ur werje na vezent ket gwelet eus ar c’hastell abalamour d’o implij talvoudek. Hiziv an deiz ne chom anezhe nemet an tiez-gwer, framm ar mogerioù hag an alezioù. Talvoudekaet int bet a-nevez ha digor d’an dud.

Dont a rit gant ho familh ? Gouezit ‘ta emañ al Labotanig e ti-gwer brasañ an domani. Ul lec’h etreoberiat diwar-benn ar struzh an hini eo, savet a-ratozh evit ar familhoù. Gant an taolioù dornata, da arnodiñ emren, e c’helloc’h kompren dre c’hoari bevoniezh ar plant hag istor dastumadoù louzawouriezh ar park. Ar c’hamelia, ar brug-roz hag ar c’haouled a zegas brud da Drevare n’o do tamm sekred ebet ken evidoc’h.