Diazezet e oa bet abati Itron Varia Koad Malaouan e 1142, en ul lec’h gwall goadek, gant sistersianed deuet eus abati-vamm Bear. Hiziv ne chom nemet talbenn he 21 prenestr, adc’hraet en XVIIIvet kantved. Enskrivet eo bet dismantroù an abati evel monumant istorel.
Deuet eo da vezañ ul lec’h a c’hlad hag a grouiñ a vremañ : kavout a reoc’h eno, pergen, un diskouezadeg verrbad gouestlet d’an arz a vremañ hag unan all pad diwar-benn istor an abati hag ar bed sistersian.
Gweladenn frank al lec’h a-hed ar bloaz / gweladenn heñchet war emgav.