Arz a vremañ - Skol ar merc’hed

Renevezet e oa bet skol gozh kumun An Uhelgoad e 2009 evit sevel ul lec’h arz.
War dost 2000 m2 salioù-diskouezadegoù e c’helloc’h dizoleiñ oberennoù modern hag a vremañ gant arzourien c’hall hag arallvro.

A-hend-all e vez bodet bep sizhun gant Skol ar merc’hed oberourien, arzourien pe tud a-bouez hag a ziviz gant an arvesterien, da geñver ar c’houlzad « Hañvezh an 13 Sulvezh ».

Digoret e vez al lec’h arz-se bep bloaz da Yaou-Bask betek Sul. Aozet e vez emgavioù evit enoriñ Victor Segalen, barzh ha mezeg marvet en Uhelgoad.
Da c’houde eo digor eus miz Gouere betek deroù miz Gwengolo, a Verc’her da Sul, etre 11 eur vintin ha 7 eur noz.

 

Skol ar merc’hed
Lec’h arz
25 straed ar Poullig
29690 An Uhelgoad
Pgz : 02 98 99 75 41
Lec'hienn Internet : www.ecoledesfilles.org
Postel : contact@ecoledesfilles.org