Livouriezh Paul Sérusier

Paul Sérusier, livour a orin eus Pariz, a zizolo Kastell-Nevez-ar-Faou e 1893.
D’ar mare-se e oa beg Breizh gwerc’h a bep modernelezh ha dont a reas da vezañ ul lec’h krouiñ ha repu evit an arzourien.

Ober a ra Sérusier ur chomadenn e Pont-Aven lec’h ma kej gant Émile Bernard ha Paul Gauguin. Diwar alioù hemañ diwezhañ e liv an « Tilsam », un oberenn a zeuio da vezañ ardamez an nabiourien. Adalek 1891 e tilez Pont-Aven hag ar Pouldu evit Breizh an diabarzh.

Lec’h kaer ar C’Hastell-Nevez… Eno eo skedus an diskar-amzer, meurdezus an neuzioù ; ar rozioù koadet a sav a-us d’ar c’hanol o troidellañ didrouz e donder ar stankenn…

Maurice Denis (1870-1943)

Goude meur a chomadenn e krog da sevel e di en ul lec’h dibabet gantañ en « Duchenn C’hlas » hag ober a ra e annez eno e 1906.

Paul Sérusier, arzour kevrinek, gouiziek, diplomet war ar skiantoù hag al lizhiri, a sell ouzh al livouriezh evel un hentad spered hag a vesk an arz, ar skiant, ar relijion hag al lennegezh. Puñsañ a ra e awen e meur a eienenn : ar gwelioù meur war stankenn Pontadig, maezioù ar Menez Du, buhez ar c'horn-bro hag ivez ar vojennerezh hag an arz relijiel.

A-viskoazh en doa kemeret perzh bras e buhez ar gumun. E 1914 e stagas gant un oberenn veur, ur murlivadur skeudennet gantañ darvoudoù buhez Jezus-Krist e chapel-vadeziñ iliz Sant-Julian.

Evit gouzout hiroc’h diwar-benn Paul Sérusier hag e oberennoù, deuit da zizoleiñ an hentad gouestlet dezhañ hiviziken. A-hed ar bloaz e c’heller ober an droaid bad-mañ enni eizh marc’h-livañ. Plegfollennoù da gaout en ti-kêr pe e Ti an Douristed.

Chom a ra Kastell-Nevez-ar-Faou un douar awen evit al livourien. Lusket e vez buhez arzel kreiz Penn ar Bed gant diskouezadegoù ha kenstrivadegoù livouriezh. Lorc’h a zo e kêr da vezañ bet bro degemer an arzour meur-mañ. Brudet eo al livour-mañ er bed a-bezh ha gwelet a reer e oberennoù e mirdioù brasañ ar bed.