Stal fardañ krampouezh e Ty Laz !

Pennad-buhez

©Pierre Torset

N’ouzon ket ober krampouezh !  Met, dre chañs, un nebeud kilometroù eus du-mañ e vez aozet « stalioù fardañ krampouezh gant Véro »!

Abaoe un nebeud bloavezhioù e vez Véronique, krampouezherez ampart anezhi, o rannañ he chemet e ti he mignonez Martine e Laz.

E-doug miz Meurzh-mañ, neuze, e ran anaoudegezh gant ar stal fardañ krampouezh gant Véro.  Ouzh taol, bep un tasad kafe ganeomp, omp seizh perzhiadez (ha ya, n’eus nemet merc’hed !). Pep hini a ziviz diwar-benn he skiant-prenet ha he luskedoù.  

Gant ar sichant m'eo bet an doare d'ober anaoudegezh eo aet kuit ar brizhaon diganin ha kroget e vez ganti neuze. Diskuliañ a ra Véronique deomp, mousc’hoarzh war he muzelloù, sekredoù he mammoù-kozh a-feur ma ya ar mintinvezh hebioù.

Goude bezañ gwisket an davañjer eo poent pleustriñ. War an daol emañ an aozennoù da fardañ an toaz. O veskañ a ran. Leuskel a reomp an toaz da ziazezañ ur frapad amzer. Hag  erruet eo ar pred hirgortozet a-benn ar fin :  setu me dirak ar billig dizoñvus. Chom a ran en entremar un tamm ha bec'h dezhi ! Skuilhañ a ran ur glogead toaz, kregiñ er rozell, ober an dro zorn brudet, kazi « dreist » eo ar c’helc’h, mersi da Véro evit an tun ! met chit !!!  Ur sekred treuskaset er stal an hini eo…

Kavout a ran saour ennañ !  Ober a ran krampouezh lerc’h-war-lerc’h, gwinizh-du, gwinizh !  Un taol berzh kaer eo, pebezh levenez ! Gouzout a ran ober krampouezh, gellet a rin en ober evit ar mignoned hag ar familh.

Met evit poent e rankan ho lezel, gortozet on evit an dañvadeg ! Pebezh lip-e-bav !  Ur voem !  

An imor vat, setu aozenn bennañ ar stal-mañ !