Ar C’Hanol Naoned-Brest war varc’h-houarn

Pennad-buhez

©JPSimon

360 kilometrad hent halaj a ya d’ober ar C’Hanol Naoned-Brest. Redet e vez en un tenn gant touristed war war-houarn zo, mailhed anezhe, tra ma vez graet e meur a wech alies gant an amatourien ! Setu ar pezh hon eus dibabet, ma mignoned ha me. Loc’hañ a reomp gant hor beaj e Kastell-Nevez ar Faou gant ar pal redek ar 111 kilometrad hent betek Pondi.

Loc’hañ a reomp eus Penn ar Pont, lec’h ma sav iliz Itron-Varia ar Porzhoù a-us d’ar c’hanol. Setu m’omp-ni partiet abred vintin, ganeomp hor ramokoù sterniet ouzh penn a-dreñv hor marc’hoù-houarn. Dre chañs emañ an amzer a-du ha diougan amzer vrav a zo ganti.

En noz kentañ e ehanomp e Karaez goude bezañ graet 31 km. Bihan an tennad met entanet omp bet gant ar fed tremen an nozvezh e Pont ar Gergoad, en ur bod-arsav war ribl ar c’hanol.

Sederaet gant un nozvezh kousked mat ez eomp kuit adarre war hent an halaj. A-benn un nebeud kilometroù omp souezhet o kroaziañ kement a Vreizhveuriz. Diwar deuler ur sell buan war gartenn an Hentoù Glas e Breizh e komprenomp perak : tal-kichen Karaez e kej an Hent Glas n° 7, a zeu eus Rosko, gant ar C’Hanol Naoned-Brest. Mont a ra an div lodenn-mañ d’ober ar pezh a anver ar Velodisseia !

Eveldomp o deus dibabet deroù miz Here-mañ evit ober o beaj. Ouzhpenn m’eo distankoc’h an douristed hon eus dibabet ar c’houlzad-bloaz-mañ evit dizoleiñ ar c’hanol en e zilhad diskar-amzer.  Evit gwir e vez gwisket delioù ar gwez gant arlivioù orañjez kaer-kenañ.

Ur wech erruet en Aodoù-an-Arvor en em gavomp buan e-kichen Groñvel, lec'h ma hedomp Trañche ar c’haleourien. Eno e kej an istor gant an natur. Al lodenn-mañ, e gwirionez, a zegas soñj deomp eus labour start an dud-se rediet da gleuziañ naoz ar c’hanol dindan ren Napoleon. El lec’h-mañ ez eus un dibarder all : abaoe meur a gilometr e teu ar skluzioù da vezañ stankoc'h-stankañ. Gante e vez tizhet linenn an doureier etre ar Stêr Aon hag ar Blavezh. Goude ur piknik war vord an dour en em gavomp e Gwareg ha neuze Abati Verrepoz, ken kaer anezhi, tamolodet en he skrin glasvez. Eno e tremenimp hon eil nozvezh.

 

D’an antronoz vintin e c’haoliomp hor marc’hoù-houarn adarre. Prantad pennañ an devezh eo ober tro da lenn Gwerledan. Marzhus eo ar gwel war al lenn, hed-ha-hed an hent. Ur wech savet brumenn ar vintin en em zispak maezioù gwezek heñvel ouzh re ur gwir hañvezh indian kebekat. En trede devezh, hini diwezhañ, ez eomp betek Pondi, hon tennad diwezhañ. Lorc’h zo ennomp o vezañ echuet hor c’hentañ tro-vale war varc’h-houarn a-hed ar c’hanol. D’an antronoz e kemerimp hon holl amzer evit gweladenniñ kêrbenn dugelezh ar re Roc’han, hag a zo Kêr Napoleon ivez.