Sot gant ar parkoù hag al liorzhoù ?
E Kalon Breizh e veoc’h bamet gant kinnigoù a bep seurt.
Eus al liorzhig diseurt d’al liorzh wellentez, ul label deroet da zomani Trevare, ho po peadra da aozañ baleadennoù kaer e-mesk kamelia, kaouled, brousgwez troc’het ha plant all a ra pinvidigezh al liorzhoù e Kalon Breizh.
Park domani Trevare
Gant ur gorread a 85 hektar eo bet terket park Trevare evel ur skrin plant d’ar c’hastell. Labelaet eo Liorzh zibar evit he dastumadoù kamelia ha brug-roz pergen. Kinnig a ra ar park-mañ d’an daoulagad, a-hed ar c’houlzadoù-bloaz, un abadenn adnevezet dizehan a vez bamet ganti an dud sot gant ar plant hag ar bleuñv. E 2016 eo bet deroet da Zomani Trevare an enoradenn briziet-bras a Liorzh wellentez evit e zastumad kamelia a zo e-touez ar re bouezusañ er bed.
Muioc’h a ditouroù diwar-benn liorzhoù park Trevare
Darempred :
Domani Trevare
29520 Sant-Wazeg
Pgz : 02 98 26 82 79
Postel : domaine.trevarez@cdp29.fr
Lec’hienn Internet : www.cdp29.fr/fr/presentation-trevarez-le-domaine-de-trevarez
Gwez ar bed en Uhelgoad
Arboretom Gwez ar bed, en Uhelgoad, e kreiz Menez Are, zo ul lec’h goustlet da vevliesseurted struzh er bed. War 22 hektar ez eus bet plantet 3 600 a wez hag a vrousgwez eus ar bevar c’hevandir, ur binvidigezh zibar an hini eo. War daou hentad e c’helloc’h bamiñ ouzh an dastumadoù rummataet dre o c’hevandir orin : Europa, Amerika ar Su, Azia, Oseani pe dre spesadoù plant : brug-roz, magnolia, derv, skav-gwrac’h, bodoù-roz, gwerje gwez-avaloù…
Darempred :
Gwez ar bed en Uhelgoad
Poerop, 29690 An Uhelgoad
Pgz : 06 79 69 20 98
Lec'hienn Internet : www.lesarbresdumondeauhuelgoat.fr
Postel : mdormont@lesarbresdumondeauhuelgoat.fr
Liorzh ar Wern Vras
Liorzh a vremañ ar Wern Vras zo labelaet Liorzh zibar. Ur steudad pezhioù lerc’h-ouzh-lerc’h a ya d’he ober. En-dro d’ur maner kouer eus ar XVIIvet kantved, war un dachenn zigompez, en em led ul liorzh e-giz ur milendall. E pep lec’h eo bevennet ar pezhioù gant frammoù solut : kaelioù, gwaregoù, mogerigoù, stankelloù, rouedoù-orjal eeun pe kromm, savenn-were, metal pe betoñs livet, mein-c'hlas war sav, skilt, greunit. E pep lec’h ez eus brousgwez kizellet kaer e stummoù fetis, gwech strizh, gwech soupl, gwech bouloù simpl, gwech boudoù faltazius, gwech koumoul ha gwech mogerioù, taolioù, prenestroù.
Krouet eo bet ar park gant Gael Boedec.
Digor a Lun da Wener etre 9 eur vintin ha 3 eur d’enderv, war emgav hepken.
Priz : 5 €. Digoust evit ar vugale. Difennet d’ar chas.
Darempred :
Liorzh ar Wern Vras - 22480 Larruen
Pgz : 06 80 20 65 24
Liorzh-dour Kerwezhenneg
Liorzh Kerwezhenneg zo un domani ec’hon 25 hektar anezhañ. Aozet eo bet en-dro da daou boull-dour ha gwelet a reer eno gwez ha brousgwez dibar, seurtadoù roz kozh, rouanezed-al-liorzhoù, plant bividik en o zouez un dastumad dibar a blant-dour hag a blant-ribl.
Fichet eo ar park gant kizelladurioù e-leizh ar pezh a zegas soñj eus pouez ar maen-glas e buhez Mêl-Karaez.
Digor a-hed ar bloaz, mont e-barzh frank d’al liorzh.
Darempred :
www.tourismekreizbreizh.com
office@tourismekb.com
Pgz : 02 96 29 02 72