An Ekibreizh

©SimonBourcier

Un ene marc’heger a zo ac’hanoc’h ?  Dedreuzet e vez Kalon Breizh war varc’h ivez..

E-kerzh un nebeud eurvezhioù, un devezh pe meur a hini, kit gant hentoù an Ekibreizh, hent rannvroel war varc’h a c’hellit ober tro Breizh gantañ. Ouzhpenn 2 600 km en holl a vez kinniget deoc’h evit ho troioù-bale war varc’h.

D’ar paz, d’an trot pe d’an daoulamm oc’h pedet da varc’hegezh war hentoù an Ekibreizh e kreiz un natur gwarezet ha souezhet e veoc’h gant ur glad dianav.

Gant ar balizennañ a-ratozh, en orañjez, e stumm un houarn-marc’h, e c’helloc’h en em reteriñ aes ha bale dizañjer kaer.

Hed-ha-hed an hentoù ez eus bodoù kempennet diouzh ezhommoù ar varc’hegerien hag o c’hezeg.

Ha c’hwi ur marc’heger deraouad pe ampart, na dermit ket da vont e darempred gant kreizennoù marc’hegezh al Lec’h touristel a-benn ober o mad eus troioù-bale heñchet a-hed ar bloaz.