E kreiz Menez Are, nepell diouzh taouarc’heg ar Yeun Elez, e bourc’h Sant-Riwal, e veoc’h degemeret e Ti « Aotrou Ivon Korneg ». Emañ an ti-mañ e maezioù garzhaouek chomet digemm pe dost abaoe an XVIIIvet kantved. Gwelet a reoc’h eno un demeurañs dibar eus 1702, gant un apoteiz hag ur skalier diavaez dindan valed, arouezius eus an tiegezhioù en o aez e Menez Are d’ar mare-se.
Savet e oa bet an ti pinvidik-mañ, a-ziwar ar maez, e-kreiz ur c’horf-ti-feurm ennañ marc’hosioù, krevier saout ha deñved, fornioù bara. Diwar zastum arrebeuri eus an XVIIIvet kantved e trowardroioù Sant-Riwal e oa bet tu adsevel arrebeuri-diabarzh an ti-mañ a oa rannet etre an dud hag al loened.
An ti lesanvet "Bothorel"
An ti lesanvet « Bothorel », diouzh anv an annezidi diwezhañ, ar vreudeur Bothorel, a oa marteze ti tad Ivon Korneg, Hierosme Korneg. Dibabet e oa bet adsevel diabarzh an ti e giz ar bloavezhioù 1950-1960, ur marevezh merket gant kemmoù bras : degouezh an dour-red (fin 1958-1960) hag an tredan (1947-1948 er vourc’h).
Diwar ar c’hempennadurioù a weloc’h e c’helloc’h ijinañ aozioù buhez ur familh diwar ar maez eus an XVIIIvet kantved ha kompren prederioù ha redioù ar familhoù-se betek an XIXvet kantved.
Ul lec’h eskemmoù hag emgavioù
Hiziv an deiz eo Ti ar C’Horneg ul lec’h eskemmoù hag emgavioù. Diouzh an hañv, kevelet gant ar gevredigezh « Bro an Are » hag ar C’Hreizennoù a Intrudu evit Talvoudekaat al Labour-douar War ar Maez (KITLWM), e vez aozet ha lusket gant buhezourien ha tud a youl vat an Ekomirdi, a-gevret gant produerien ar vro, ar « Gwenervezhioù diwar ar maez », prantadoù eskemmoù hag atalieroù gouestlet d’ar staliañ ha d’ar bevañ war ar maez.
Testoù eus amzer dremenet annezidi Menez Are eo lec’hioù an Ekomirdi ha gwarezet int ivez evit o finvidigezh a-fet plant ha loened. Implijet e vez hentennoù labour-douar hengounel evit merañ an tachadoù diavaez. Da skouer e c’helloc’h sellet ouzh loened rustek o kempenn al lec’h evit gwareziñ ar plant gouez.
C’hoant ganeoc’h mont da bourmen ? Grit un astenn d’ho kweladenn o vont da straniñ e-kreiz logelloù ar mirva gwez-avaloù-sistr.
Degemer e ti ar C’Horneg eus ar 4 a viz Gouere d’an 2 a viz Gwengolo : bemdez, eus 11 eur vintin da 1 eur goude merenn hag eus 2 eur da 7 eur goude merenn.
Degemer ha mont e-barzh al lec’h e ispisirezh ar maezioù Bro an Are.
Serret e vez ar vilhederezh un eur a-raok serriñ ar savadurioù.
Priz mont e-barzh : diouzh c’hoant an dud.
Darempred :
Ekomirdi Menez Are
Milin Gerouad
29450 Kommanna
Pgz : 02 98 68 87 76
Postel : contact@ecomusee-monts-arree.org
Lec'hienn Internet : http://ecomusee-monts-arree.fr/